Hic sunt dracones

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn ar bed hervez Hunt-Lenox: dirak aod Gevredazia e weler ar bomm
Kartenn Hunt-Lennox hervez an Encyclopedia britannica e 1874.
Kartenn eus ar bed en XIIIvet kantved: erevent zo, hogen dindan ar gartenn, ha hep ar frazenn.
Kartenn eus Nova Zembla gant morviled er morioù dianav.

Hic sunt dracones, Amañ ez eus erevent, a zo ul lavar latin hag a veze implijet da gomz eus broioù dianav ha dañjerus. Un damveneg eo eus ur boaz krennamzerel a oa da lakaat naered-mor ramzel pe loened mojennel war kartennoù ar broioù dianav[1][2] [3].

Koulskoude n'eus nemet ur gartenn anavezet ma vije kavet ar bomm-se, ha Boul-Douar Hunt-Lenox (150307) an hini eo. Kartennoù all zo bet a-raok, gant loened mojennell treset warne, met mapamundi Lenox eo an hini nemetañ ma kaver Hic sunt draconeses .

Ur vojenn eo deuet ar bomm-se da vezañ, ha troet e meur a yezh.


Leoned[kemmañ]

Ur frazenn all a veze kavet a-wechoù, Hic sunt leones.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Here Be Dragons, romant istorel gant Sharon Kay Penman, en 1985.[4]
  • Here, There Be Dragons, romant faltazi gant James A. Owen, en 2008.[5]

Pladennoù[kemmañ]

  • Aquí hay dragones, albom gant al laz spagnol Grupo Salvaje (2006)[6]

Notennoù[kemmañ]

  1. Maphist.nl: Where Be "Here be Dragons"?
  2. Inhuman Geography: Here There Be Dragons, UC Santa Barbara, 2011
  3. http://www.diariovasco.com/v/20120229/opinion/articulos-opinion/sunt-dracones-20120229.html
  4. Here Be Dragons Book
  5. Here, There Be Dragons Website
  6. Muzicalia: Reseña de "Aquí hay dragones" de Grupo Salvaje

Pennadoù kar[kemmañ]