Het Vrije Volk

Eus Wikipedia
Het Vrije Volk

Het Vrije Volk (nederlandeg : ar bobl dieub) a oa ur pemdezieg izelvroat ennañ menozioù sokial-demokrat. Goude an Eil Brezel-bed e kemeras plas ar gazetenn sokialour Het Volk. Embannet e voe ez-ofisiel d'ar 1añ a viz Meurzh 1945 en Eindhoven. Goude an 28 a viz Genver 1946 e voe kendeuzet holl rannoù ar gazetenn hag e voe embannet er vro a-bezh. E-pad ur mare e voe kazetenn bouezusañ an Izelvroioù hag ouzhpenn 300 kazetenner a laboure eviti. Goude 1958 ez eas buan war zigresk an niver a goumananterien. E 1970 ne voe ket mui ur gazetenn vroadel hag e dibenn 1971 ne veze embannet nemet e Rotterdam. D'an 30 a viz Meurzh 1991 e voe embannet an niverenn ziwezhañ. Het Vrije Volk ha Rotterdams Nieuwsblad a voe kendeuzet e Rotterdams Dagblad, hag a voe kendeuzet en Algemeen Dagblad e 2005.

Gwerzhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Het Volk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh 1906/
1907
1912/
1913
1917/
1918
1924/
1925
1937 Kerzu
1940
Meurzh
1944
Niv. a skouerennoù 7 000 28 000 35 000 44 878 51 950 19 053 114 871

Het Vrije Volk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jahr 1945 1950 1955 1960 1965 1970 1975 1980 1985 (*) 1990 (*)
Niv. a skouerennoù 362 500 280 000 279 636 315 064 306 915 272 500 167 400 160 530 197 130 115 730

(*) Asambles gant Rotterdams Nieuwsblad

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.