Het Parool
Eus Wikipedia
Het Parool (nederlandeg a dalvez : ar ger-kuzh, pe al lugan) a zo ur pemdezieg izelvroat a vez embannet en Amsterdam. Krouet e voe da vare an Eil Brezel-bed evel kazetenn stourm, gant Frans Goedhart ha Jaap Nunes Vaz. D'a 25 a viz Here 1942 e voe harzet Nunes Vaz gant izili Gestapo ha kaset e voe da gamp-kreizennañ Sobibor[1]. War-dro 87 000 skouerenn a vez skignet bemdez[2]. Abaoe an 31 a viz Meurzh 2004 ez eo ur gazetenn ment tabloid dezhi, padal e oa broadsheet he ment a-raok.
Betek ar 1añ a viz Genver 2003 e oa perc'hennet gant PCM Uitgevers NV (hag a zo perc'henn war De Volkskrant, NRC Handelsblad, Algemeen Dagblad ha Trouw ivez). Hiziv an deiz ez eo perc'hennet gant Stichting Het Parool, De Persgroep hag ar gazetennerien.
Pennskrivagnerien [kemmañ]
| Gerrit Jan van Heuven Goedhart | 1945-1950 |
| Peter John Koets | 1951-1961 |
| Herman Sandberg | 1961-1981 |
| Wouter Gortzak | 1981-1987 |
| Sytze van der Zee | 1988-1996 |
| Matthijs van Nieuwkerk | 1996-2000 |
| Erik van Gruijthuijsen | 2001-2007 |
| Barbara van Beukering | 2007 - |
Notenn [kemmañ]
- ↑ http://www.joodsmonument.nl/person/517596/nl, Digitaal Monument Joodse Gemeenschap in Nederland
- ↑ Oplagen Dagbladen, 2009
Liamm diavaez [kemmañ]
| Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |