Herve II Leon

Eus Wikipedia
Kastell Eye, en Enor Eye, Bro-Saoz, perc'hennet ur pennad gant Herve.

Herve II pe Hoarvei (Harvey pe Hervey e saozneg) a oa kont Leon (comes Leoniæ) adalek 1103 betek e varv e 1168.

Stourm a reas da virout Bro-Leon dizalc'h de facto, war un dro diouzh Dug Breizh ha diouzh Roue Bro-Saoz.

Mab e oa da Wioñvarc'h III.

E deroù e ren e nac'has monet da lez Herri I, roue Bro-Saoz[1]. Diwezhatoc'h avat ez eas da Vro-Saoz da reiñ e skoazell d'ar roue Stefan e-kerzh ar Brezel Diabarzh, met splann e lavaras ez ae dre gaer ha n'eo ket dre ret. Evit e drugarekaat e voe roet dezhañ gant Stefan, pa oa stabil e gurunenn war e benn, Kontelezh Wiltshire, Enor Eye (en Herefordshire) ha dorn Sybilla, ur verc'h dezhañ, war-dro ar bloaz 1139[1]. E dielloù saoz an amzer-hont e veze graet Herve Brito (= ar Breton) anezhañ.

Ur pennadig e reas war-dro e aferioù e Bro-Saoz, ha klask a reas sevel prioldi Eye da abati, distag diouzh abati norman Bernay, met kazeg a reas.

E 1141 koulskoude ez eas an tu kreñv gant enebourien Stefan, an Impalaerez Matilda hag he skoazellerien, ha faezhet e voe Herve en un emgann, ha ret dezhañ dilezel e zomani saoz ha distreiñ da Vreizh, gant e wreg normanez moarvat[2].

Droug a viras Herve, abalamour d'e wreg moarvat, ouzh an tiegezh Plantagenêt, a renas war-lerc'h Stefan e Bro-Saoz. E 1167, pa oa deuet kozh, en em savas gant Odon Porc'hoed ha beskont Thouars, gant skoazell guzh a-berzh ar roue gall Loeiz VII.[3]

Goude en em glevout gant Loeiz ez eas Herri II, ar roue saoz, da gas brezel da Leon e miz Eost 1167. Trec'het e voe Gwioñvarc'h IV, mab Herve, prizoniet, ha distrujet e gastilli[3]. Mervel a eure Herve e 1168.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Everard, J. A. Brittany and the Angevins: Province and Empire, 1158–1203. Cambridge: Cambridge University Press, 2000. ISBN 0-52166-071-8.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Everard, 16.
  2. Everard, 58.
  3. 3,0 ha3,1 Everard, 44–45.