Hervé Budes de Guébriant

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hervé Budes de Guébriant, ganet d'an 21 a viz Eost 1880 e Kastell-Paol ha marvet eno d'an 30 a viz Even 1972, e kastell Kernevez, a oa un ijinour gounidegour (diplomet gant skol-uhel gounidegezh Pariz).

A-du gant mennozhioù ar gatoligiezh sokial e savas e 1906 e Kastell-Paol « l’œuvre des jardins ouvriers », hag e 1911 ur c'hef asurañs labour-douar. Prezidant an Office Central Agricole de Landerneau a voe etre 1919 ha 1941 (embregerezh a zeuio da vezañ Triskalia, Groupama ha Kef kengred Breizh). E 1941 e teuas da vezañ prezidant an Union des syndicats agricoles eus Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Hanternoz, hag eus kambr al labour-douar e Penn-ar-Bed.

D'an 22 a viz Genver 1941 e oa anvet gant gouarnamant Vichy, prezidant ar Commission Nationale d'Organisation de la Corporation agricole. Mennozhioù rannvroelour a-walc'h en doa hag ar prefed Jouany a ginnigas dezhañ post gouarnour Breizh e miz Gouere 1940, evel "Breton mat ha frañsad mat", a-raok ma vefe savet gant an Alamaned ur gouarnamant emren gant un disranner en e benn[1].

Toullbac'het e oa e miz Du 1944 dre ma tamalled outañ bezañ kenlabouret gant an Alamanted met dieubet e voe e miz Eost 1945 abalamour ma ne oa ket prouennoù a-walc'h. Goulenn a reas digant ar Kuzul Stad e vefe paeet dezhañ un digoll dre ma oa bet toullbac'het diabeg hag e resev a reas e 1952[2].

Embannadennoù[kemmañ]

  • Deux conférences sur l'évolution agricole en Bretagne sous l'égide du Bleun-brug. 1953.

Mammennoù[kemmañ]

  • Jean-Loup Avril, Mille Bretons : dictionnaire biographique, p. 183, Les Portes du large, Saint-Jacques-de-la-Lande, 2002, (ISBN 2-914612-10-9)
  • Emmanuel Salmon-Legagneur, Les noms qui ont fait l’Histoire de Bretagne, p. 169, Coop Breizh/Institut Culturel de Bretagne, 1997, (ISBN 2-84346-032-8) et (ISBN 2-86822-071-1)
  • René Patay, Mémoires d'un Français moyen, 1974, p. 131 et 133
  • Étienne Maignen, "De 1940 à 1941, réapparition d'une Bretagne provisoirement incomplète, un provisoire destiné à durer", Bulletin et mémoires, SAHIV, tome CXIV, 2010, p. 241 et 242

Notennoù[kemmañ]

  1. Mémoires d'un français moyen, Docteur Patay, 1974
  2. Jean Marie Mayeur, Yves Marie Hilaire, Michel Lagrée Dictionnaire du monde religieux dans la France contemporaine</