Herri III (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Herri pa oa dug Anjev

Henri III a oa pevare mab Herri II, roue Bro-C'hall hag e wreg Caterina de' Medici . Ganet e oa bet e Fontainebleau d'an 19 a viz Gwengolo 1551.


Da gentañ e voe badezet Alexandre-Édouard, ha titlet dug Angoulême. E 1560, pa voe kurunennet Charlez IX, e teuas da vezañ dug Orleañs. Da vare e gouzoumenn e Toulouse, d’ar 17 a viz Meurzh 1565, e teuas da vezañ Henri. E 1566 e teuas da vezañ dug Anjev.

E 1573 e voe dilennet da roue Polonia. Henryk Walezy ("Herri Valois", e poloneg) a renas war ar vro adalek ar 24 a viz Genver betek an 18 a viz Even 1574. Evel ma oa marvet e vreur Charlez IX, d’an 30 a viz Mae 1574, e kuitaas Polonia dre guzh evit tapout tron Bro-C’hall, ur vro kalz pinvidikoc’h ha galloudusoc’h. Sakret e voe e Reims, d’an 13 a viz C’hwevrer 1575 hag e teuas da vezañ ar roue Herri III. D’ar 15 a viz C’hwevrer e euredas da Loeiza Loren.


E varv[kemmañ]

E miz Kerzu 1588 e voe lazhet Herri Guise hag e vreur e kastell Bleaz war urzh ar roue gall Herri III, ha bac'het e voe o mamm, Anna d'Este . Divac'het e voe e miz C'hwevrer 1589 avat, ha mont a reas da Bariz da gemer perzh en aozadur Kevre ar Gatoliged.

Mervel a reas Herri III dindan taolioù kontell ar manac'h Jacques Clément e Saint-Cloud d'an 2 a viz Eost 1589. Darn eus ar gempredidi a gave gante e oa Anna d'Este a roas urzh da lazhañ ar roue, evel dial eus muntroù he daou vab .

Gwelout[kemmañ]


En e raok:
Charlez IX
Rouaned Bro-C'hall
Blason France moderne.svg
15741589
War e lerc'h:
Herri IV