Hero

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gortoz diwezhañ Hero gant Frederic Leighton, ma weler Hero nec'het o c'hortoz Leandros e-kreiz ar gwallamzer.

Hero (Ήρώ / Hêrố e gregach) a oa ur plac'h yaouank e mojennoù Hellaz kozh.

Ar vojenn[kemmañ]

Belegez Afrodit e oa Hero e Sestos, o chom e oa en un tour war aod europat an Hellespontos.

Karet e oa gant ur gwaz yaouank, Leandros, a dreuze an Hellespontos eus Abydos bep noz, dre garantez, da gousket ganti: dirazañ e wele ar gouloù dalc'het gant e vestrez.

Un noz e voe gwallamzer, lazhet ar gouloù, ha Leandros ne gavas ket e hent en deñvalijenn.

En deiz war-lerc'h e voe kavet e gorf war an aod. En em lazhañ a reas Hero oc'h en em deurel eus lein an tour.

Hero ha Leandros, gant William Etty (1828)

Oberennoù[kemmañ]

Meur a arzour zo bet awenet gant ar vojenn:

  • Musaeus er Vvet kantved, ha Christopher Marlowe er XVIvet o deus savet pep a varzhoneg;
  • Milorad Pavić, ar skrivagner serb, en deus skrivet ur romant embannet en galleg gant an titl l'Envers du vent (Tu gin an avel), an daou garedig o kontañ an istor a bep eil el levr;

Da gounaat ar yaouankizoù eo e treuzas Lord Byron an Hellespontos war-neuñv e 1810 etre Sestos hag Abydos: un eur ha dek munut e oa bet o neuial.

Livourien zo o deus livet ar vojenn: evel ar C'hallaoued Théodore Chassériau ha Jean-Joseph Taillasson.

Skridoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.