Hermione (merc'h Menelaus)
Eus Wikipedia
Emgann etre Orestes ha Neoptolemos, ha Hermione daoulinet etrezo. Murlivadur roman e Casa di Marco Lucrezio Frontone, Pompei.
Elizabeth Farren en Hermione er pezh.
Hermione (Ἑρμιόνη e gregach) a oa bugel henañ ha merc'h nemeti Menelaus hag Elena Troia, e mojennoù Hellaz kozh.
Hag unan eus an Atrided eta.
Hervez an Ilias n'he doa Elena nemet ur bugel, met e skridoù all e kaver he doa bet ur verc'h, Iphigenia, gant Teseüs a-raok dimezién da Menelaus. Hervez mojennoù all o devoa tri mab: Aethiolas, Maraphius, ha Pleisthenes.