Heribert Barrera

Eus Wikipedia
Heribert Barrera ha Joan Rigol o votiñ en ur referendom war dizalc'hiezh Katalonia e 2011

Heribert Barrera i Costa (ganet e Barcelona d'ar 6 a viz Gouere 1917 ha marv e Barcelona d'ar 27 a viz Eost 2011)[1] a oa ur c'helenner kimiezh hag ur politikour katalan.

Ezel eus ar strollad Esquerra Republicana de Catalunya e oa. Ranket en doa kuitaat e vro e 1939, goude trec'h Franco war ar Republikaned e Brezel diabarzh Spagn. Kentañ prezidant Parlamant emren Katalonia e voe goude marv Franco, etre 1980 ha 1984.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]