Henvrezhoneg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Henvrezhonek)
Henvrezhoneg

Henyezh
Perzhioù
Komzet e : Breizh
Rannved : Europa ar c'hornog
Komzet gant :
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : Ofis publik ar brezhoneg
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 obt
ISO 639-2 obt
ISO 639-3 obt
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An henvrezhoneg eo anv ar yezh a veze komzet e Breizh etre ar IVe kantved[1], pe etre eil hanterenn ar Vvet kantved[2], ha deroù an XIIvet kantved. Ar yezh a droas d'ar c'hrennvrezhoneg goude ar bloaz 1000, hag ar brezhoneg arnevez adalek ar XVIIvet kantved.
Dornskrid Leiden eo ar skrid henvrezhonek koshañ anavezet[3].

Gant Léon Fleuriot eo bet dastumet ar skridoù henvrezhonek anavezet, en e c'heriadur anvet Dictionnaire des gloses en vieux breton[4].

Enskrivadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enskrivadur Lomareg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enskrivadur chapel Sant-Andrev Lomareg

Ar c'hoshañ enskrivadur henvrezhonek zo en ul laouer en ur chapel e-kichen Lomareg e Krac'h, nepell diouzh an Alre : « irha ema in ri », hag a ve "amañ emañ ar roue" e brezhoneg a-vremañ (e-lec'h ar ger kozh ririx e galianeg − e vez lavaret roue hiriv), da lavarout eo "amañ eo beziet ar roue".

An enskrivadur zo bet deiziet eus kantved Gwereg ha soñjal a reer e oa beziet ar roue eno. Elfennoù an dezenn-mañ zo :

  • gerdarzh ar ger "Alre", a c'hallfe dalvezout "lez roueel" (eus al latin aula regia), pe dalvezout ivez erle pe arle, anv un den ;
  • deiziad diazez an Alre, rak ur voudenn c'hladdalc'hel a oa bet savet er Vvet kantved.

Enskrivadur Gouvene[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enskrivadur Gouvene (Engravadur an Aulnays) a weler war ur monumant e greunvaen, ha skrivet eo « ced parth so ». Un droidigezh ger-ha-ger a rofe "ken perzh zo", da lavaret eo "kenberc'henniezh zo" ; "kenberc'henniezh" zo cyd-parth e kembraeg.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Léon Fleuriot, « Langue et société dans la Bretagne ancienne », e-barzh Histoire culturelle et culturelle de la Bretagne, Pariz-Geneva, Champion-Slatkine, 1987, p. 9 (ISBN 978-2-85203-845-5)
  2. Geriadur brezhoneg An Here, p. 615.
  3. (en) Levraoueg Skol-veur Leiden
  4. (fr) Léon Fleuriot, Dictionnaire des gloses en vieux breton, Pariz, Klincksieck, 1964.