Helmut Fritz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Helmut Fritz a zo anv-kaner Éric Greff[1], ur c'haner gall eo, a orin eus Béning-lès-Saint-Avold (Moselle). Ganet eo e 1975. Brudet eo bet gant e single Ça m'énerve, ur ganaouenn sonerezh tredan, deuet maez e 2009. Kemer a ra perzh un c'haner alaman. Ar produer a zo Laurent Konrad[2]. Abaoe un nebeud devezioù e c'heller selaou ar ganaouenn nevez, anvet Miss France.

E bladenn gentañ, En Observation, a zo deuet maez d'an 22 a viz Even 2009 er stalioù ha d'ar 15 a viz Even 2009 e stumm niverel[3].

Taolenn

[kemmañ] Buhezskrid faos

Evit tostaat an anv-kaner d'ar ganaouenn Ça m'énerve eo bet ijinet an dudenn Helmut Fritz gant ur vuhezskrid faos.

Ganet eo e Reinbek (Alamagn), Helmut Günter von Fritz a zo mab nemetañ Rudy von Fritz hag Annegret Spiegeln.

E gerent a zo perc'henn Fritzhoff, un embregerezh vihan a stamennoù, a-drugarez d'o embregerezh e c'hounezont un tamm arc'hant. Eürus e vevont memestra.

E 1998, e varv tad-kozh Helmut, ar baron Titten von Fritz, mervel a ra pavatet gant ur moc'h gouez pa 'vez o chaseal. Helmut a zo herour nemetañ an 300 milion a deutschemark. Pinvidik met piz, e bren ur vespa occasion, reiñ a ra peadra d'e gerent hag e ya kuit eus Alamagn.

Mont a ra da vevañ da Bariz, a-drugarez d'an arc'hant en deus bet e krog da gaout ur vuhez mondian ha da brofitañ eus tiez-debriñ a galite Pariz. Dibab a ra ivez gwiskañ dilhad neo-dandy flamm. Kregiñ a ra memestra ar vuhez nevez-se da vezañ ur pouez evitañ (termeniñ a ra e vuhez evel, un vie d'« heureux porte-monnaie »)

E 2009 eo re evitañ, enouet betek re eo. Re a nozvezhioù dibaouez, a festoù, a haute couture... Fuloret ruz eo ! C'hoant en deus komz gant unan bennak, ha setu e kej gant an DJ Laurent Konrad pa oa o c'hortoz dirak Virgin Galactic. An soner-mañ a ginnig dezhañ enrollañ e vuhez dindan stumm ur ganaouenn.

[kemmañ] Pladennrolladur

[kemmañ] Pladenn

En Observation (2009)

  1. Opening
  2. Ça m'énerve
  3. Tu l'as pas créé tu le vends
  4. Ça gère
  5. 07h45
  6. Miss France
  7. Partout
  8. Burn out
  9. Mister Hype
  10. Yellow Safety Jacket
  11. Le Plein des sens
  12. 16.01.74
  13. Ça m'énerve (VIP Dub Mix)

[kemmañ] Singles

Ar single Ça m'énerve, ingalet gant Sony Music Entertainment a zo deuet er maez e miz Meurzh 2009. Helmut Fritz a implij an name dropping, en ur menegiñ ar bar hôtel Costes, ar merkoù dilhad Zadig & Voltaire ha Billionaire Couture hag ar merk botoù Jimmy Choo.

  1. Ça m'énerve (Radio edit)
  2. Ça m'énerve (Extended mix)
  3. Ça m'énerve (VIP dub mix)
  4. Partout (deuet er maez d'ar 26 a viz Mae 2009)
  5. Ça gère (deuet er maez d'ar 2 viz Mezheven 2009)
  6. Miss France (deuet er maez d'ar 9 viz Mezheven 2009)
  7. Buezhskrid video
  8. Clip video
  9. 16.01.74
  10. Le Plein des sens
  11. Tu l'as pas créé tu le vends
Bloavezh Singles Renkamant ar werzhadennoù Pladenn
Bro-C'hall Bro-C'hall Banniel Belgia Belgia Suis Suis
2009 Ça m'énerve
1
3
8
En Observation
Miss France
7
15
55
2010 Ça Gère
14

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Notennoù ha daveoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all