Helena Danmark

Eus Wikipedia

Helena Danmark (e-tro 1180 - 22 a viz Du 1233 e Lüneburg) a oa ur briñsez, hêrez Garding ha Dugez Lüneburg dre eurediñ. Henvamm tiegezh Welf e voe.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h yaouankañ ar roue Valdemar Iañ Danmark (1131-1182) hag e wreg ar briñsez Sofia Minsk (1141-1198) e oa Helena. C'hoar e oa d'ar rouaned danat Knut VI ha Valdemar II ha d'ar rouanez Ingeborg Bro-C'hall.

En hañv 1202 e timezas Helena gant an dug Gwilherm Lüneburg (1184-1213) e Hamburg. Evel-se e teuas da vezañ c'hoar-gaer an dug Herri al Leon a Saks hag e wreg, ar briñsez saoz Matilda. Ganet e voe ur mab, hag a zeuas da vezañ Otto Iañ yaouank Brunswick-Lüneburg (1204-1252). Da heul marv trumm gwaz Helena e 1213 e renas he breur an Impalaer Otto IV e Lüneburg. Lezroue e voe e-lec'h Otto yaouank. Otto a voe lakaet da hêr madoù an tiegezh Welf gant e eontr Herri Gozh.

E 1233 e varvas an dugez ha douaret e voe e manati beneadat Sant Mikel e Lüneburg.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]