Hekabe

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hekuba)
Hekabe ha Polyksene, gant Merry-Joseph Blondel (1781-1853).

Hekabe (Εκάβη /Hekabe e gregach, Hecuba e latin), a oa gwreg Priamos, roue Troia, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Eus Frygia e oa hervez an doare. Dymas (pe Kisseas) e oa anv he zad, hag Eunoe hini he mamm, a oa merc'h d'an doue-stêr Sangarios, penn-stêr Frygia. C'hoar e oa da d-Theano.

Mab Apollon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Apollon a gouskas ganti hag ur mab he doe a voe anvet Troilos. Hervez ur beleg ne vije ket distrujet kêr d-Troia gant ma c'hallje Troilos mont betek e ugent vloaz. Lazhet e voe gant Ac'hilleüs e-pad brezel Troia.

Hanter-kant mab all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hanter-kant mab he dije bet ivez digant ar roue Priamos, hervez Homeros. An holl anezho, hag Hektor en o zouez, a voe lazhet e-pad brezel Troia, pe war-lerc'h, ma voe debret o mamm gant ar glac'har. Hi ne varvas ket, ha pell amzer e voe klasket. Gant Odysseüs e voe kavet e-touez bezioù he bugale, ha kemeret gantañ da sklavez.

Kent mont e lonkas ludu korf he mab Hektor, evit nad afe ket gant e enebourien, ha gwelout a reas he mab-bihan o vervel, ha hi eo a renas an obidoù. Hervez barzhed zo ivez e welas lazhañ he merc'h Polyksene war bez Ac'hilleüs.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.