Heklev Moskva
Heklev Moskva (rusianeg Эхо Москвы) a zo unan eus ar chadennoù skingomz dizalc'h kentañ a voe savet e Rusia. D'an 22 a viz Eost 1990 e voe skignet an abadenn gentañ, d'ar mare-s e eoa anvet "Radio-M" ar chadenn. Hiziv an deiz e vez skignet en un tregont rannvro bennak eus Rusia hag ivez e Riga (Latvia), Bichkek (Kirgizstan) hag e Chicago (SUA), 24e/24. Politikerezh, istor, sevenadur ha sportoù eo a ya d'ober korf an abadennom pennañ. Ouzhpenn da se ez eus abadennoù kaset gant aozerien, hag ivez abadennoù dielfennañ ar gevredigzh rusian. Diwar stadegoù e ouezer e vez selaouet gant 600 000 den e Moskva ha gant war-dro 1,5 milion a dud er peurrest eus Kevread Rusia.
66% eus kevrannoù ar chadenn a zo perc'henn gant Gazprom Media, ar peurrest anezho a zo dasparzhet etre ar c'hopridi a zo e penn ar chadenn.
Taolenn |
[kemmañ] Luganioù
- "Свободное радио для свободных людей", da lavaret eo : skingomz dizalc'h evit tud dizalc'h
- "Слушайте радио, остальное – видимость", da lavaret eo : selaouit ar skingomz, gweled nemetken eo ar peurrest
[kemmañ] Deiziadoù pennañ
- 9 a viz Eost 1990 : enrolladur ofisiel krouidigezh ar chadenn skingomz
- 22 a viz Eost 1990 : skignañ kentañ
- 19-22 a viz Eost 1991 : skignañ diaes ha stanket a-wechoù diwar urzh Kuzul stad ar stad a reuziad
- 1994 : penn-kentañ ar skignañ 24e/24
- 1997 : skignañ dre internet
- 1998 : Heklev Moskva ebarzhet e Media-Most, Alexeï Venediktov dilennet e penn
[kemmañ] Gwagennoù
- Moskva — 73,82 MHz, 91,2 MHz
- Riga — 102,7 MHz
- Sant-Petersbourg — 91,5 MHz
- Chicago — 1330 kHz
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel
- Selaou war-eeun dre internet
- David Remnick : Echo in the Dark: A radio station strives to keep the airwaves free, The New Yorker, 22 a viz Gwengolo 2008