Hedvig Eleonora av Holstein-Gottorp
Eus Wikipedia
Hedvig Eleonora av Holstein-Gottorp (1636 -1715) a oa rouanez Sveden ha Finland. Merc'h e oa da Frederik III af Slesvig-Holsten-Gottorp ha da Maria Elisabeth von Sachsen (1610–1684).
En 1654 e timezas d'ar roue Karl X Gustav. Intañvez e voe adal 1660, ha ren a reas e-pad 12 vloaz evit he mab nemetañ Karl XI ha sinañ feuremglev Oliva. Ren a reas ivez en 1697 hag etre 1700 ha 1713 pa edo he mab-bihan Karl XII o vrezeliñ ouzh Rusia.
| En he raok: ... |
Rouanezed Sveden (1680-1693)| |
War he lerc'h: ... |