Hedvig Charlotta Nordenflycht

Eus Wikipedia
Hedvig Charlotta Nordenflycht, gant Ulrika Pasch (1735-1796)
Hedvig Nordenflycht, gant Johan Fredrik Martin (1755-1816)

Hedvig Charlotta Nordenflycht (Stockholm, 28 a viz Du 1718 – Lugnet, 29 a viz Even 1763) a oa ur varzhez svedat.

Brudet eo evit bezañ bet ar wregelourez svedat kentañ, hag evit kizidigezh he barzhonegoù a garantez.

Daoust ma oa bet levezonet gant mennozhioù Kantved ar Sklêrijenn he devoa tapet deskadurezh drezi hec'h-unan, ha miret he devoa un tu deolour ha trivlidik a zo anat en he skridoù.

Marv he danvez-pried e 1737 ha hini he fried e 1741 seizh mizvezh hepken goude an eured he broudas da skrivañ he barzhonegoù kentañ ; un nebeud anezho a voe embannet dindan an talbenn Den sörjande Turturduvan ("An durzhunell c'hlac'haret") e 1743. Nevez-flamm el lennegezh svedat e oa ton an oberennoù-se.

Dont a reas Hedvig Nordenflycht da vezañ ur bennskrivagnerez en he bro, pa embannas c'hwec'h levr barzhonegoù etre 1743 ha 1749.

E-kerzh ar bloavezhioù 1750 e voe dilennet en ur gevredigezh lennegel anvet Tankarbyggarorden ("Urzh ar saverien soñjoù"). Ar gevredigezh-se a embannas un dastumadenn eus labour izili an Urzh, anvet Våra försök ("Hon taolioù-arnod"), e teir levrenn (1753, 1754 ha 1756) ; un adembannadur adwelet a voe embannet e div levrenn (1759 ha 1762) dindan an talbenn Witterhetsarbeten ("Labour lennegel").

E-keit-se, e 1761, e vagas Hedvig Nordenflycht karantez evit un den yaouankoc'h egeti ; nac'het e voe ar garantez-se, hag he fennoberennoù eo ar barzhonegoù a skrivas er predad poanius-se[1].

Un dibab eus hec'h oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1743 : Den sörjande Turturduvan ("An durzhunell c'hlac'haret")
  • 1744 : Qwinligit Tankespel, av en herdinna i Norden ("C'hoari soñjoù ur vaouez, gant ur vaesaerez en Norzh"), peder levrenn bet embannet etre 1744 ha 1750
  • 1744 : Fruentimbers Plikt att upöfwa deras Wett ("Dever ar merc'hed da c'hourdoniñ o spered")
  • 1752 : Våra Försök ("Hon taolioù-arnod"), a-gevret gant izili all eus Tankarbyggarorden
  • 1761 : Fruentimrens försvar ("Da zifenn ar merched")
  • 1762 : Öfwer en hyacinth ("A-zivout ul louzaouenn-ar-goukoug")

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]