Heñvelreizhouriezh (termenadurezh)

Eus Wikipedia
Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Implijet e vez alies a-walc'h an termenoù heñvelreizhouriezh pe heñvelreizherezh evit komz eus en tuadur reizhel pe ur stad-den (pe identelezh) revel pa gar unan bennak tud eus an hevelep rev hag an unan, pe/hag a glask kaout darempredoù revel gante [1] ha [2].

Setu ar wech kentañ ma oa bet implijet ar ger homosexuell ("heñvelreizhel") en un destenn embannet gant Karl Maria Kertbeny e 1868

heñvelreizh- hag heñvelrev-[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ha ma oa deuet an termenoù heñvelreizhouriezh pe heñvelreizhelezh da vezañ boutin e brezhoneg, emañ an implij o kemm er yezh lennegel, pa n'int ket savet mat evit daveiñ d'ar stad-den revel hervez sell damkanel nevesañ ar gevredigezh. Kavet e vez gwelloc'h ober gant an termen heñvelrevelezh pe heñvelreviadezh (gant un arster disheñvel da bep hini, moarvat) bremañ evit meur a abeg:

Krouet e oa bet an termen-se gant ar skrivagner aostriat Karl-Maria Kertbeny hag implijet evit ar wech kentañ en un destenn bet embannet dizanv gantañ e 1869.

N'eo ket dereat an tremen brezhonek-mañ rak ne denn ket d'ar stad-ober revel, met kentoc'h d'ar reizh, da lâret eo ar reizh biologel pe an darempredoù reizhel (tuadur reizhel), en ur c'hoût e c'hell un heñvelreviad(ez) chom hep kaout darempredoù revel ebet ken hag un arallreviad(ez);

  • Er penn kentañ e oa bet krouet an nevezc'her-mañ evit ober dave d'ar garantez hag ar c'hoant reizhel evit tud eus an hevelep reizh. Ouzhpenn kant vloaz war-lerc'h avat eo deuet da gaout meur a ster disheñvel, ha n'int ket holl pozitivel. Evit sklaeraat ar fed m'emeur o kaozeal eus un stad-den revel kentoc'h evit un tuadur reizhel ec'h eo gwelloc'h ober gant an termen heñvelrevelezh;

-ouriezh hag -elezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • -egezh: implijet evit sevel anv ar relijionoù, da skouer hindouegezh ec'h eo gwell ober gant ul losteger all;
  • -elezh: n'eus eus ar stadoù-den revel, etnek, pe hiniennel, na mennozioù kealiadek na kredennoù relijiel hag damant da se e kinniger ober kentoc'h gant -elezh atav p'emeur o kaozeal eus un identelezh revel (evel den > denelezh).

Termenoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Termenoù dismegansus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a c'her dismegansus ez eus ivez e brezhoneg, evel er yezhoù all, evit kaozeal eus an dud gant ur revelezh disheñvel diouzh an hini nemeti lakaet da "dereat" e sevenadur kornôg Europa dre vras, da lâret eo an arallrevelezh, peurliesañ evit kaozeal eus paotred. (Da skouer evit heñvelreviad : skilbaotr, paotr-plac'h, paotr an douar melen – pe en doare berr paotr melen –, paotr ar pri, pich-kaoc'h, paotr-e-Ber, gogez.)

N'eo ket degemerus ober gant seurt termenoù war digarez int hengounel pe brezhoneg ar bobl kentoc'h eget gant an nevezc'herioù kinniget a-is rak dismegansus-tre int ha ne dalvezont nemet evit lakaat meur a dud er-maez eus mont-en-dro boas ar gevredigezh. Ar gêr paotretaer e-unan a zo da ziwall eus e dalvoudegezh resis, ha ne c'hell ket bezañ arveret da venegiñ forzh pe heñvelreviad, dreist evel n'haller ket implij merc'hetaer evit komz eus forzh peseurt paotr arallreviat, lakaomp.

Termenoù reizh ha neptu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O klask anaout plas tud a bep seurt revelezh pe tuadur reizhel er gevredigezh ez eus bet krouet hag e vez implijet meur a dermen ispisial, en o zouez:

Kar-e-reizh a zo un termen dereat a-walc'h a c'hell bezañ degemeret evel heñvelster da heñvelreviad;
Lesbianez: amprestet d'ar saozneg lesbian;
Gae: savet diwar skouer ar saozneg gay ("bliv, laouen" ; "gay" a dalvez "sot" e brezhoneg), deuet da vezañ un termen pozitivel evit kaozeal eus an dud heñvelrevel dre vras;
LGBT: termen ledanoc'h Lesbian, Gae, Divreviad, Treuzreviad: ledanoc'h eo ster ar tremen-mañ dre ma vez menneget en un doare sklaer ha resis kement ar merc'hed hag ar baotred heñvelreviat pe gant emzalc'hioù heñvelrevel;
Evit komz eus paotred hag a glask darempredoù reizhel gant paotred all, hep der'chel kont eus o identelezh revel, e c'heller arverañ ar bomm paotred o devez darempredoù revel gant paotred diwar ar saozneg MSM men who have sex with men).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.