Havel

Eus Wikipedia
Pont an Havel e Zehdenick
Red an Havel

An Havel (distaget ['haːfl̩] en alamaneg) zo ur stêr e biz Alamagn. Redek a ra a-hed 334 kilometr[1] , dre stadoù Mecklenburg-Vorpommern, Brandenburg, Berlin ha Saks-Anhalt. An hini hirañ eo eus adstêrioù an Elbe. Dre ar Ganol etre an Oder hag an Havel e c'haller mont eus ar stêr Oder da Verlin ha d'an Elbe.

Eieniñ a ra an Havel en Ankershagen, ur gêr vihan e-kichen Fürstenberg. E-touez e adstêrioù emañ ar stêr Spree, a zo hiroc'h egetañ (380 km) hag a zo muioc'h a gas gantañ eget an Havel ivez pa gember gantañ. Etre Berlin ha kêr Brandenburg ez eus meur a lenn stummet gant ar stêr.

E-touez ar c'hêrioù douret gant an Havel e c'haller menegiñ Zehdenick, Oranienburg, Berlin, Potsdam, Werder, Brandenburg, Premnitz, Rathenow ha Havelberg.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.