Hassiba Ben Bouali

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hassiba Benbouali.jpg

Hassiba Ben Bouali (arabeg : حسيبة بن بوعلي) a oa bet ganet d'an 18 a viz Genver 1938, e El Asnamen, en Aljeria. Marv e oa d'an 8 a viz Here 1957, en Aljer.

Unan eus harozed Brezel Aljeria (1954-62) e voe.

He zud a reas o annez en Aljer e 1947, hag hi da vont gant he studioù e Lise Pasteur. Gant ar skouted e oa ha gwelet he doa dienez pobl Aljeria dre vont a gêr da gêr er mod-se.

Se a lakaas anezhi da emezelliñ ouzh Unvaniezh Veur Studierien vuzulman Aljer e 1954, pa ne oa nemet 16 vloaz. Hassiba Ben Bouali a gemeras perzh er stourm enep-trevadennouriezh betek he marv. En Emgann Aljer e voe empleget hag hi (gant 3 c'heneil all da Ali La Pointe) a voe lazhet e 1957 diwar bombezennoù lakaet gant al lu gall.

Liamm diavez[kemmañ]