Harz-labour miz C'hwevrer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn De Dokwerker en Amsterdam, da zerc'hel soñj eus harz-labour miz C'hwevrer

Harz-Labour miz C'hwevrer 1941 a voe un harz-labour hollek aozet en Izelvroioù e-pad an eil brezel bed, a-benn sevel a-enep d'an oberoù ha d'an disentezioù enepyuzev kaset da benn gant an Nazied. Diazezet e voe dreist-holl war ar skrapadegoù aozet gant an Nazied e karter yuzev Amsterdam. Kregiñ a reas an harz-labour d'ar 25 a viz C'hwevrer ha paouez a reas en deiz war-lerc'h.

An ober kentañ aozet en Europa a-benn sevel a-enep d'an disentezioù enepyuzev kaset gant an Nazied e voe, hag azoet e voe gant tud ha ne oant ket yuzev.

Stad an traoù a-raok[kemmañ]

En em rentañ a reas an Izelvroioù da Alamagn e miz Mae 1940, hag an disentezioù enepyuzev kentañ a voe kemeret e miz Even 1940. E miz Du 1940 e voe skarzhet ar yuzevien eus kement framm foran a oa, ar skolioù-meur en o zouez. Da-heul e voe aozet manifestadegoù gant studierien e Leiden hag e lec'h all ivez. Er memes koulz ez eas war gresk an anken a oa e-touez micherourien Amsterdam, dreist-holl e-touez ar re a save bagoù en Amsterdam-Noord, rak aon o doa bezañ rediet da vont da labourat en Alamagn.

Abeg[kemmañ]

E-keit ma'z ae an traoù war washaat e c'hoarvezas meur a emgann kaset gant izili NSB hag izili e strollad stourm anvet WA (Weerbaarheidsafdeling – kevrenn difenn) he karterioù yuzev Amsterdam. Meur a emgann a c'hoarvezas er straedoù etre izili WA ha strolladoù emzifenn yuzev. E-kerzh unan eus an emgannoù brasañ, d'an 11 a viz C'hwevrer 1941 e Waterlooplein, e voe gloazet da vat Hendrik Koot, hag eñ ezel eus WA. Mervel a reas d'ar 14 a viz C'hwevrer 1941.

D'an 12 a viz C'hwevrer 1941 e voe gronnet ar c'harter yuzev gant soudarded alaman sikouret gant ar polis izelvroat. Orjal dreinek a voe staliet tro-dro d'ar c'harter, ha staliet e vo ivez checkpointoù gant ar polis. Azalek ar mare-se e voe difennet ar c'harter ouzh an dud nannyuzev.

D'an 19 a viz C'hwevrer ec'h erruas ar Grüne Polizei alaman er stal skorn Koco e Van Woustraat, hag un emgann a grogas. Meur a boliser a voe gloazet en emgann a zeuas da-heul. Meur a emgann all a c'hoarvezas e-pad dibenn-sizhun an 22 hag an 23 a viz C'hwevrer, d'ar mare ma voe aozet ur skrapadeg gant an alamaned. 425 paotr yuzev, etre 20-35 bloaz, a voe kemeret da ouestlidi ha kaset goude-se da gampoù-labour Buchenwald ha Mauthausen. Lod brasañ anezho a varvas dindan bloaz.

An harz-labour[kemmañ]

Da-heul ar skrapadeg en em vodas izelvroiz e Noordermarkt d'ar 24 a viz C'hwevrer. Lakaat a rejont da bal aozañ ur harz-labour a-benn sevel a-enep d'ar skrapadeg hag ae-enep d'al labour ret en Alamagn. En deiz goude e voe skignet traktoù da c'hervel d'an harz-labour, daoust ma oa bet berzet ar strollad politikel-se gant an nazied.

E-touez ar re gentañ a chomas a-sav gant o labour e voe ar vlenierien tramway, ha da-heul tud all a rae war-dro servijoù-kêr, evel implijidi De Bijenkorf hag an dud a laboure er skolioù. Daoust ma klaskas an alamaned lakaat un termen d'an harz-labour, ez eas ar reuz war gresk en Amsterdam koulz hag e kêrioù all evel Zaanstad, Kennemerland hag Utrecht. Ne badas ket gwall bell an harz-labour : d'ar 27 a viz C'hwevrer e voe deuet a-benn ar polis alaman da lakaat un termen dezhañ. Daoust ma ne voe ket trec'h aozerien ah harz-labour, e chomas un darvoud a-bouez dre ma oa an hin kentañ aozet a-enep da zoareoù an nazied a-enep d'ar yuzevien.

Derc'hel soñj[kemmañ]

Pep bloaz d'ar 25 a viz C'hwevrer e ve aozet ur gerzhadeg da zerc'hel soñj eus an harz-labour, hag a re a gemer perzhi enni a vale dirak Dokwerker, ar maen-koun bet savet e 1951, ha lakaet war ziskouez e miz Kerzu 1952. Savet e voe gant ar c'hizeller izelvroat Mari Andriessen. Izili an holl strolladoù politikel, tud e-kar eus an transportoù foran koulz hag izili kevredigezhioù derc'hel soñj eus an loskaberzh a gemer perzh en darvoud. Daoust ma voe lazhet tri ezel eus ar strolald komunour e-pad an harz-labour ha kaset 12 ezel all d'an toull-bac'h en Alamagn, e voe rediet izili ar strollad komunour da aozañ un darvoud all e-pad ar brezel yen, rak e-pad meur a vloaz e nac'has politikourien all e vije bet aozet an harz-labour gant izili ar strollad komunour.

Levrlennadur[kemmañ]

  • De Bezetting gant DR. L. Jong (1966, adembannet e 1985) embannet gant Querido, p.135–178
  • De Februaristaking gant DR. B.A. Sijes and others, embannet gant H. J. W. Becht, 1954
  • Ondergang gant DR. J. Presser, embannet gant Staatsuitgeverij, 1965

Liamm diavaez[kemmañ]