Hard Candy (film)
Eus Wikipedia
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Hard Candy a zo ur film spont, renet gant David Slade, deuet er-maez e 2005, gant Ellen Page ha Patrick Wilson.
Er film e konter istor ur plac'h 14 vloaz, anvet Hayley Stark hag a gej gant Jeff, un tenner-poltriji 30 vloaz anezhañ, hag a c'hellfe bezañ un den kentoc'h dedennet gant ar grennarded. An daou benn-c'hoarier en em emgav en un ostaleri ha Hayley a gendrec'h Jeff da gas anezhi betek e di. A-benn ar fin e talc'h ar vaouez yaouank anezhañ prizonet en e di, ha bac'hañ a ra anezhañ evit klask veñjiñ ur vignonez dezhi hag a gred eo bet gwallet ha lazhet gantañ.