Harald Iañ Norge

Eus Wikipedia
Harald I Hårfagre o resev ar gurunenn digant e dad.
(Dornskrid Flateyjarbók, Island, XIVvet kantved)

Harald Iañ Hårfagre (norseg : Haraldr I hárfagri "ar melegan")(850 – 932), a voe ur roue norvegiat. Hervez an hengounioù skrivet e renas etre 872 ha 930 evel roue kentañ Norvegia. Daou eus e vibien, Eric Blóðøx ha Haakon Góði, o deus herezhet rouantelezh o zad.

Ul lodenn vras eus e vuhezskrid a zo dispis. Dre e varzh Þorbjörn Hornklofi e c'heller kaout un nebeud a ditouroù kempred diwar e benn. Mes ar pezh vrasañ a anaver eus e vuhez a zeu eus sagaioù skrivet tri c'hantved goude e varv. Mennegoù Harald er Sagaioù ar Rouaned n'int ket kenstagus atav hogen eo splann eo azaouezet Harald evel unvaniour Norvegia en ur rouantelezh hepken.

A-c'houde an XIX kantved, pa veze Norvegia dindan beli Sveden, e teuas Harald da vout un arouez broadel eus Norvegia hag eus he dizalc'houriezh. Betek hiziv e chom Harald da vout gwelet evel tad bro Norvegia. Abaoe ar XXIvet kantved e vez lakaet e douetañs gwirvoud an dudenn gant un nebeud istorourien.