Harald II Manav

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Harald II Manav a oa roue Enez Manav eus 1249 betek 1250.

Mab e oa da Godred Don Manav. Pa varvas Harald Iañ Manav e klaskas bezañ anvet da roue e-lec'h Ragnald II Manav.

Gant skoazell Ivarr Manav e reas lazhañ Ragnald II Manav , na renas nemet 40 deiz, d'an 30 a viz Mae 1249.

Galvet e voe da vont da-gaout e vestr, ar roue Håkon IV Norge , a nac'has anavezout anezhañ da roue, ha diroueet e voe Harald.

Lennadurezh[kemmañ]

Pennad kar[kemmañ]