Harald Gormsson

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Badeziant Harald Gormsson.
Rouantelezh Harald e ruz. E roz emañ rouantelezhioù e wizien hervez Heimskringla, Knytlinga Saga, ha mammennoù arall.
Peul-koun e Wolin

Harald Gormsson ( Haraldr blátǫnn Gormsson e norseg, Harald Blåtand Gormsen e daneg), pe Harald Iañ, roue Danmark, a oa ganet war-dro 935. Mab e oa d'ar roue Gorm ha da Thyra Dannebod, ha ren a reas war-lerc'h e dad. Lakaat a reas ar gristeniezh da relijion ofisiel. Mervel a reas en 985 pe 986 goude bet roue Danmark adalek 958, pe war-dro), ha roue Norge ivez e-pad un toullad bloavezhioù war-dro 970. Marteze e voe distroadet gant e vab Sweyn .

Taolenn

[kemmañ] Kristenekaat

Daou skrid zo diwar-benn penaos e troas Harald da gristen.

[kemmañ] Savadurioù

[kemmañ] Mein Jelling

Harald a savas mein Jelling , peulvanoù savet en enor d'e dud[1], ha warne an enskrivadurioù runek brudetañ e Danmark, hervez an Encyclopædia Britannica.[2] War ar peulvanoù-se eo dastumet buhez Harald en un enskrivadur runek :

Ar roue Harald en deus lakaet sevel ar monumantoù-se d'e da Gorm ha d'e vamm Thyra. An Harald a c'hounezas Danmark ha Norge en o fezh hag a droas an Daned e kristenien.

[kemmañ] Pont

Gantañ e voe savet koshañ pont kreisteiz Lec'hlenn, e Ravninge, 5 metrad led, 760 hed dezhañ.

[kemmañ] Bluetooth

Adkemeret eo bet e anv saoznekaet Bluetooth da reiñ d'un aozerezh-kemenn dre bellgomz.

[kemmañ] Notennoù

  1. [1] C. Michael Hogan, "Jelling Stones", Megalithic Portal, editor Andy Burnham
  2. [2] Encyclopædia Britannica

[kemmañ] Pennad kar


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all