Hans Peter Richter

Eus Wikipedia

Hans Peter Richter (1926-1993) a oa ur skrivagner alaman. Skrivet en deus kalz levrioù evit ar vugale hag ar grennarded.

An hini brudetañ eus e romantoù zo bet troet e brezhoneg gant Daniel Kernalegenn dindan an titl Frederig (Damals war es Friedrich en alamaneg), ha kontañ a ra buhez ar Yuzevien hag an Alamaned en Alamagn da vare an Nazied, hag emdroadur ur gevredigezh a-bezh war-du an naziegezh.

Mervel a reas e München e miz Du 1993.


Un nebeud levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Frederig 1961
  • Wir waren dabei 1962
  • Die Zeit der jungen Soldaten 1967
  • Mohammed 1974
  • Saint-Just und die Französische Revolution 1975