Hans Fallada
| Hans Fallada | |
|---|---|
Plakenn da enoriñ Hans Fallada e Blankenburger Str. 19, Pankow, Berlin |
|
| Anv ofisiel | Rudolf Ditzen |
| Obererezh | gounezoniour, kazetenner |
| Ganedigezh | 21 a viz Gouhere 1893 Greifswald |
| Marvidigezh | 5 a viz C'hwevrer 1947 Pankow (Berlin) |
| Yezh skrivañ | Alamaneg |
| Luskad lennegel | Gwirvoudelezh nevez |
| Rumm lennegel | romant |
| Oberennoù pennañ | |
| kemmañ |
|
Hans Fallada (anv gwir Rudolf Ditzen, 21 a viz Gouere 1893 e Greifswald – 5 a viz C'hwevrer 1947 e Berlin) a oa ur skrivagner alaman. Dibab a reas an anv pluenn Hans Fallada diwar div gontadenn gant ar vreudeur Grimm : "Hans im Glück" ha "Die Gänsemagd", ma kontont istor ur marc'h anvet Fallada. Unan eus ar skrivagnerien alaman brudetañ en XXvet kantved eo. En e romantoù e kont buhez tud vunut.
[kemmañ] E vuhez
Hans Fallada a voe ganet d'an 21 a viz Gouere 1893 e Greifswald, en ur familh en hec'h aez. A-hed e yaouankiz e voe start an darempredoù gant e dad, dre ma felle dezhañ e teufe e vab da vezañ barner. Meur a wech e tilojas ar familh : da Verlin e 1899 ha da Leipzig e 1909.
E 1911 e studias e Fürstliches Gymnasium e Rudolstadt e Thüringen. E 1911 ivez e klaskas en em zistruj gant e vignon Hans Dietrich von Necker. Daoust ma voe gloazet da vat e treuzvevas Fallada met harzet e voe evit bezañ muntret e vignon, hag e-pad ur pennad e voe bac'het en ur bredospital e Jena.
Pa guitaas al lise n'en doa diplom ebet, ha meur a vicher (labourer-douar, embanner, kazetenner) a reas a-raok dont a-benn da c'hounit e vara diwar e skridoù.
Etre 1917 ha 1919 e rankas digontammañ (alkol ha drammoù) ha meur a wech e voe kaset d 'an toull-bac'h : 3 miz e 1924, 2 vloaz hanter e 1926 hag 11 devezh e 1933. E 1920 e voe embannet "Der junge Goedeschal" hag "Anton und Gerda" e 1923.
E 1929 e timezas Hans Fallada gant Anna Margarete Issel.
Berzh a reas e 1931 gant "Bauern, Bonzen und Bomben", ma kont taolioù-dispac'h peizanted Neumunster da vare enkadenn 1928-1929.
E eil romant, "Kleiner Mann, was nun ?" (1932), a lakaas anezhañ da vezañ brudet e diavaez Alamagn. Ennañ e kont istor ur c'hontour yaouank, Johannes Pinneberg e anv, tapet gant an enkadenn ekonomikel ha deuet da vezañ dilabour ha paour.
E 1933 e voe tapet ar galloud gant Hitler ha neuze e tivizas Fallada mont da Garwitz e Mecklemburg-Vorpommern. Skrivañ a reas kalz : "Wer einmal aus dem Blechnapf frißt" ha "Wir hatten mal ein Kind" e 1934, "Das Märchen vom Stadtschreiber, der aufs Land flog" e 1935, "Wolf unter Wölfen" e 1937, "Der eiserne Gustav" e 1938, "Der ungeliebte Mann" e 1940, ha "Ein Mann will hinauf" e 1943.
E 1944 e tispartias diouzh Anna Issel hag e reas anaoudegezh gant Ursula Losch. Dimeziñ a rejont e 1945. E 1944 e stagas ivez gant skrivañ "Der Trinker", (embannet e 1950), ma kont e vuhez lonker hag ar fed e oa tapet gant ar morfin abaoe e yaouankiz. E 1945 voe kinniget dezhañ gant Johannes R. Becher mont da Verlin ar Reter, ma labouras Fallada evit ar gazetenn "Täglichen Rundschau" tra ma kendalc'he da skrivañ romantoù.
E 1946 e skrivas Hans Fallada "Der Alpdruck" ha Jeder stirbt für sich allein, hag a zo, hervez Primo Levi, "unan eus al levrioù bravañ diwar-benn ar stourm enepnazi en Alamagn."
[kemmañ] E oberenn
- Der junge Goedeschal, 1920
- Anton und Gerda, 1923
- Bauern, Bonzen und Bomben, 1931
- Kleiner Mann, was nun ?, 1932
- Ein Mann will nach oben, 1932
- Wir hatten mal ein Kind, 1934
- Wer einmal aus dem Blechnapf frißt, 1934
- Märchen vom Stadtschreiber, der aufs Land flog, 1935
- Altes Herz geht auf die Reise, 1936
- Hoppelpoppel - wo bist du?, , 1936
- Wolf unter den Wölfen,1937
- Geschichten aus der Murkelei, 1938
- Der eiserne Gustav, 1938
- Süßmilch spricht, 1938
- Kleiner Mann - großer Mann, alles vertauscht, 1939
- Süßmilch spricht. Ein Abenteuer von Murr und Maxe, 1939
- Der ungeliebte Mann, 1940
- Das Abenteuer des Werner Quabs, 1941
- Damals bei uns daheim, souvenirs, 1942
- Heute bei uns zu Haus, souvenirs, 1943
- Der Trinker, embannet goude e varv, e 1950
- Fridolin der freche Dachs, 1944
- Jeder stirbt für sich allein, 1947
- Der Alpdruck, 1947
- Zwei Lämmchen weiß wie Schnee, 1948
- Die Stunde, eh´ du schlafen gehst, 1954
- Junger Herr - ganz groß, 1965
- Gesammelte Erzählungen, Braunschweig 1967
- Heute bei uns Zuhaus, embanandur nevez, 1992
- Frühe Prosa, 1993
- Der Jungherr von Strammin, Berlin 1996
- Drei Jahre kein Mensch, Strafgefangener Zelle 32, 1998
[kemmañ] Liammoù diavaez
- www.fallada.de
- Neue deutsche Biographie
- Fotografien von Lebensstationen Hans Falladas
- Bericht der Wochenzeitung „Freitag“ vom 2. Juli 2004 zu den Verhältnissen im Neubrandenburger Fallada-Archiv
- Liammoù war lec'hienn Universitätsbibliothek der Freien Universität Berlin
- Hans Fallada war IMDB
- Hans Fallada war lec'hienn Deutsche National Bibliotek