Hans Beck

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hans Beck (6 a viz Mae 1929 - 30 a viz Genver 2009) a oa ijinour ar c'hoarioù Playmobil. Alies e reer Tad Playmobil anezhañ.

Ganet e voe Beck e Thüringen, hag e yaouankiz a gasas e Zirndorf. Pa stagas gant e vicher, e krouas c'hoarioù (kirri bihan ha boulomigoù) evit e vreudeur ha c'hoarezed. Ur stummadur ebenour en doa, ha war-un-dro e save kirri-nij bihan. E 1958 e voe degemeret en embregerezh anvet Geobra Brandstätter. Perc'henn an embregerezh, Horst Brandstätter e anv, a c'houlennas gantañ sevel boulomigoù evit ar vugale. E-pad tri bloaz e labouras Beck war e raktres. Enklaskoù a reas rak fellout a rae dezhañ sevel c'hoarioù hebleg, eeun a-walc'h, hag a c'hallfe ar vugale derc'hel en o daouarn. Fellout a rae dezhañ ivez e vefe heñvel tres dremm e voulomigoù ouzh re ar vugale (ur penn ledan, tamm fri ebet, hag ur mousc'hoarzh). A-benn arnodiñ ar pezh a save e roe e c'hoarioù da vugale, hag e selle outo pa vezent o c'hoari.[1] E 1972 e voe krouet ar Playmobil kentañ. E miz C'hwevrer 1974 e voe kinniget Playmobil d'an dud, da geñver saloñs etrebroadel ar c'hoarioù e Nürnberg. Tri Flaymobil a voe kinniget : un indian, ul labourer hag ur marc'heg. Buan a reas berzh ar c'hoarioù en Alamagn, ha goude-se e Frañs hag e Spagn. Beck a guitaas an embregerezh e 1998. Betek ar bloavezh-se e sellas a-dost ouzh kement Playmobil a voe krouet. E frazenn -stur a oa : Kein Horror, keine vordergründige Gewalt, keine kurzfristigen Trends. Da lavaret eo : tamm spont ebet, tamm feulster diezhomm ebet, tamm giz war verr dermen ebet. Da vare diskouezadeg etrebroadel 2000 e Hannover e voe Beck e-touez an 100 alaman o doe un delwenn er dinell alaman. Hiziv an deiz ez eus bet gwerzhet ouzhpenn 2,2 miliard a Blaymobil.

Notennoù[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]