Hannibal Mago

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hannibal , lesanvet Mago dre ma oa mab-bihan da Hamilcar Mago, a oa sofet Kartada e 410 kent JK. Brudet eo ar brezel a reas e Sikilia.

Istor[kemmañ]

E 411 e voe dilennet gant sened kartada evel pennjeneral ha gouarnour trevadennoù punek Sikilia. Mall zo warnañ kas e zial da Hellaziz ar vro o devoa faezhet e dad-kozh Hamilcar dirak Himera e 480, 69 vloaz a-raok.

E 409 e oa e penn un arme kaset gant Kartada da Sikilia , war c'houlenn kêr Segesta. Kemer a reas kêrioù gresian Selinus ha Himera.[1] E-kerzh an aloubadeg e lazhas 3000 prizoniad-brezel, evel dial, hervez a gonter, eus faezhadenn e dad-kozh en Emgann Himera (480 kent JK) un 70 vloaz a-raok.

Mervel a reas e 406 gant ar vosenn e-pad seziz Agrigento.



Notennoù[kemmañ]

  1. Xenophon, Hellenika I.1.37