Handsome Furs

Eus Wikipedia
Handsome Furs o seniñ e Helsinki (Finland) d'an 11 a viz Meurzh 2007

Handsome Furs a zo un daouad rock indie eus Montreal (Kanada, ennañ emañ Dan Boeckner (ezel ivez eus Wolf Parade hag Atlas Strategic hag e wreg, ar skrivagnerez Alexei Perry. Abaoe dibenn 2006 o deus ur gevrat gant Sub Pop Records. O fladenn gentañ, Plague Park he zitl, a zo deuet er-maez e 2007. Dont a ra anv ar strollad eus titl un danevell skrivet gant Alexei Perry da vare krouidigezh ar strollad[1] En un atersadenn graet e miz Kerzu 2007 en deus Dan Boeckner laavret e vefe embannet un eil pladenn e 2008, anvet e vo Face Control, ha gwall zisheñvel diouzh o fladenn gentañ e rankfe bezañ, rak diazezet voe war ar pezh o des bevet e-pad ma oant o seniñ e Reter Europa.[2]

Izili ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dan Boeckner: kan, gitar, taboulinoù elektronek
  • Alexei Perry: kenaozer, taboulinoù elektronek

Pladennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Blake Gillespie, "Interview: Handsome Furs", Impose Magazine, 17 a viz Mae 2007.
  2. Radio Free Canuckistan, "Dan Boeckner Interview", 12 a viz Kerzu 2007.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]