Hamadriadezed
Eus Wikipedia
An Hamadriadezed a zo nimfezed ar gwez.
An anv [kemmañ]
Ἁμαδρυάδες / Hamadryádes, pe Ἀδρυάδες / Adryádes e oa o anv e gregach.
Piv int [kemmañ]
Ur rumm driadezed int, hag ar re-se zo ivez ur rumm nimfezed. Stag int ouzh ur wezenn, bevañ a reont dindan ar ruskenn. Ma varv ar wezenn e varvont ivez raktal. Se zo kaoz e vez kastizet ar re a ra droug d'ar gwez gant an driadezed hag an doueed. Kement-se a c'hoarvezas gant Erisic'hton.
Anaout a reer eizh Hamadriadenn, merc'hed Oxylos hag Hamadryas:
- Karya, plac'h ar gwez-kraoñ
- Balanos ()
- Kraneia ()
- Morea ()
- Aigeiros ()
- Ptelea ()
- Ampelos, plac'h ar gwini
- Syke, plac'h ar fiez.