Haarlems Dagblad

Eus Wikipedia

Haarlems Dagblad a zo ur gazetenn izelvroat eus rannvro Haarlem. Lavarout a reer ez eo kazetenn goshañ Europa. Er penn-kentañ e veze embannet ur wech ar sizhun, goude-se e voe embannet teir wech ar sizhun hag en 19vet kantved e teuas da vezañ ur mizieg.

Pajenn gentañ niverenn gentañ Weeckelycke Courante van Europa

Oprechte Haerlemsche Courant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abraham Casteleyn hag e wreg, Margarieta van Bancken (1663)
, livadur gant Jan de Bray

E 1656 e krogas Abraham Casteleyn da lakaat embann ar gazetenn, gant an titl Weeckelycke Courante van Europa ("Kazetenn sizhuniek Europa"). E 1664 e voe kemmet an titl hag e voe anvet De Oprechte Haerlemse Courant neuze.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe aloubet an Izelvroioù gant arme an Trede Reich ha kendeuzet dre ret Opregte Haarlemsche Courant gant Haarlems Dagblad, se zo kaoz e lavaret ez eo kazetenn goshañ Europa. Hiziv an deiz ez eo perc'hennet gant Hollandse Dagbladcombinatie.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.