Haarlemmerliede en Spaarnwoude

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Haarlemmerliede en Spaarnwoude
Banniel Haarlemmerliede en Spaarnwoude
Ardamez Haarlemmerliede en Spaarnwoude

Haarlemmerliede en Spaarnwoude a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. E miz Genver 2007 e oa 5 441 annezad enni, ha 21, 08 km² eo gorread Haarlemmerliede en Spaarnwoude. Ar c'hêrioù, kêriadenn ha distrigoù da-heul a ya d'ober Haarlemmerliede en Spaarnwoude : Haarlemmerliede, Halfweg, Penningsveer, Spaarndam (ul lodenn nemetken), Spaarnwoude, Vinkebrug.

Spaarnwoude

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe d'an 8 a viz Gwengolo 1857 pa voe kendeuzet Haarlemmerliede gant Spaarnwoude[1]. D'an 22 a viz Gwengolo 1863 e voe ouzhpennet Houtrijk en Polanen ha Zuidschalkwijk[2]. Goude-se e voe lakaet Zuidschalkwijk e-barzh tachenn Haarlem.

E-pad chanter Kanol Mor an Hanternoz (echuet e 1867) e voe chaoseriet lodennoù bras eus bae an IJ ha lakaet e voent da bolderioù, neuze e voe kresket a-galz gorread ar gêr. Met tachennoù bras all a voe lakaet e-barzh tachad Haarlem ha hini Amsterdam e 1927, 1963 hag e 1970.

Haarlemmerliede en Spaarnwoude e 1865

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Haarlemmerliede en Spaarnwoude ez eus 11 dileuriad :

  • CDA - 4 dileuriad
  • VVD - 3 dileuriad
  • D66 - 2 zileuriad
  • PvdA - 2 zileuriad

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Meer" Repertorium Nederlandse Gemeenten
  2. Meer"

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.