Hélène Jegado
Hélène Jegado (17 a viz Mezheven 1803 e Pleheneg - 26 a viz C'hwevrer 1852 e Roazhon) a oa ur vatezh vreizhat hag ul lazherez a steudad. Soñjal a reer e lazhas 36 den dindan 18 vloaz. Ampoezoniñ a rae an dud gant arsenik. Lazhañ a reas etre 1833 ha 1841, ha goude un ehan e krogas en-dro e 1851.
Taolenn |
Penn-kentañ he buhez ha torfedoù kentañ [kemmañ]
Ganet e voe Hélène Jegado en un ti-feurm e-kichen An Oriant. Mervel a reas he mamm pa oa-hi seizh vloaz. Kaset e voe neuze da labourat evel matezh e presbital Bubri, ma laboure div voereb dezhi. Goude-se e teuas da vezañ keginerez e Gwern.
Soñjal a reer e krogas da ampoezoniñ tud e 1833 pa oa o labourat evit François Le Drogo e Gwern. Dindan tri miz, etre an 28 a viz Even hag an 3 a viz Here e varvas trumm seizh den : tri den eus an tiegezh, ar beleg en o zouez, hag ivez c'hoar Hélène Jegado hag a oa deuet d'ober ur weladenn. Ken trist e voe Hélène Jegado gant an darvoud ken ne voe tamallet netra dezhi. E 1832 e oa bet ar c'holera oc'h ober e reuz, marteze e voe soñjet e oa reizh e varvfe tud neuze. Mont a reas Hélène Jegado da labourat da Vubri ma kemeras plas he c'hoar. Tri den a varvas, he moereb en o zouez. Mont a reas goude-se da Logunec'h, ma voe degemeret gant Marie-Jeanne Leboucher. Mervel a reas Marie-Jeanne Leboucher hag he merc'h. Klañv e voe mab Marie-Jeanne Leboucher met treuzvevañ a reas. Un intañvez a ginnigas bod da Hélène Jegado neuze, hag e varvas ivez an intañvez.
E 1835 e labouras Hélène Jegado evel matezh en ur gouent en Alre, met buan e voe skarzhet abalamour da veur a zarvoud (vandalerezh ha taolioù-disakr).
Keginerez e voe Hélène Jegado e meur a di, met ne badas ket. Peurliesañ e varve pe en em gave klañv unan bennak. Daoust ma ne voe biskoazh tapet Hélène Jegado gant arsenik, e veze kavet simptomoù kontammiñ gant arsenik gant an dud-se. N'eus roud ebet eus marvioù diskred warno etre 1841 ha 1849, met kaoz a zo eus laeroñsi, ha meur a wech e voe tapet Hélène Jegado pa oa o laerezh.
Harzet [kemmañ]
E 1850 e voe degemeret Hélène Jegado e skipailh mitizhien Théophile Bidard, hag a oa kelenner e skol-veur Roazhon. Unan eus mitizhien an ti, Rose Tessier hec'h anv, en em gavas klañv hag e varvas pa oa Hélène Jegado oc'h ober war he zro. E 1851 e c'hoarvezas ar memestra gant ur vatezh all anvet Rosalie Sarrazin. Klasket o doa daou vezeg saveteiñ Rosalie Sarrazin ha pa verzjont e oa heñvel he simptomoù ouzh re Rose Tessier e teujont a-benn da gendrec'hiñ he familh da c'houlenn ur c'horfskejadur. Diskred a savas pa grogas Hélène Jegado da embann e oa didamall a-raok ma vije bet goulennataet, ha harzet e voe d'ar 1añ a viz Gouere 1851. Goude enklaskoù all e voe liammet Hélène Jegado ouzh 23 marv diskred warno, an holl anezho bet c'hoarvezet etre 1833 ha 1841. N'ez eas ket pell-tre an enklaskoù peogwir e oa c'hoarvezet an traoù ouzhpenn dek vloaz a-raok ma vefe harzet. Soñjal a reer e lazhas 36 den en holl.
Ar prosez [kemmañ]
D'ar 6 a viz Kerzu 1851 e krogas prosez Hélène Jegado. Abalamour da vont en-dro ar justis e voe barnet evit tri muntr, tri muntr all ne oant ket bet kaset da benn hag unnek laeroñsi. E-pad ar prosez e voe cheñch-dicheñch emzalc'h Hélène Jegado, hag a-wechoù e tarzhe. A-hed ar prosez ec'h embannas ne oueze ket petra a oa an arsenik. He breutaer, Magloire Dorange e anv, a lavaras he dije ezhomm amzer hag e c'houlennas ne vije ket kaset d'ar marv peogwir he doa ur c'hrign-bev.
Kondaonet e voe Hélène Jegado d'ar marv (dibennerez) ha d'ar 26 a viz C'hwevrer 1852 e voe lakaet d'ar marv er Champ-de-Mars e Roazhon.
Daveoù [kemmañ]
- Gaute, J.H.H. & Odell, Robin (1996), The New Murderer's Who's Who, Harrap Books
- Heppenstall, Rayner (1970), French Crime in the Romantic Age, H Hamilton
- Griffiths, Arthur (1898), Mysteries of Police and Crime, Londrez
- Wraxall, Lascelles (1863), Criminal Celebrities, Londrez
- Bouchardon, Pierre (1937), "Hélène Jégado", Albin Michel
- Meazey, Peter (1999), "La Jégado: Histoire de la célèbre empoisonneuse", Gwengamp, Éditions de la Plomée, (2006)
- Chartier, Erwan : Drames bretons, tresadennoù gant Malo Louarn, embannadurioù Edica, 2003