Gwilherm Adelin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwilherm Adelin, mab d'ar roue Herri Iañ Bro-Saoz .


Gwilherm Adelin, pe William Adelin, pe William Ætheling, ganet d'ar 5 a viz Eost 1103 ha marvet d'ar 25 a viz Du 1120, da 17 vloaz, anvet ivez Adelin (pe Adelinus, Adelingus, A(u)delin ha doareoù alleus Ætheling), a oa mab d'ar roue saoz Herri Iañ Bro-Saoz ha d'e bried Matilda Bro-Skos. Mervel a reas e peñse ar Blanche-Nef. Da-heul kement-se e tarzhas ur brezel-hêrezh a vez graet The Anarchy anezhañ en saozneg.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa William (anvet diwar-lerc'h e dad-kozh) e Winchester. E dad, Herri Iañ Bro-Saoz, a oa mab yaouankañ Gwilherm an Alouber, dug Normandi deuet da vout roue Bro-Saoz e 1066. E vamm e oa Matilda Flandrez. Roparzh Berr e Heuz (Curthose e saozneg), mab henañ an Alouber, en doa bet dugelezh Normandi, ha William Rufus, ur breur yaouankoc'h da Robert, en doa bet Bro-Saoz. E 1100 e voe lazhet William e-kerzh un abadenn chase, hag anvet Herri da roue neuze. A-benn 1105 en devoa diframmet Normandi digant e vreur Roparzh ivez.

Mamm William, Matilda (anvet Edith ivez), a oa merc'h da Malcolm III, Roue Bro-Skos, ha da Marc'harid Bro-Skos, a voe anvet da santez. Herri en doa aozet an dimeziñ-se da gaout harp digant e sujidi angl-ha-saoz : Marc'harid a oa merc'h-vihan d'ar roue angl-ha-saoz Edmund Ironside, ha gournizez d'ar roue Edouarzh ar C'hofesour ; gant an eured -se e oa aroueziet unaniezh ar renerien norman nevez hag an dierniezh angl-ha-saoz kozh.

Herri en doa spi e teuje William da ren war e lerc'h... hennezh a oa, da lavaras Henry of Huntingdon, "a prince so pampered" that he seemed "destined to be food for the fire."[2]