Gwerenn (lestr)
Ur werenn zo ul lestr graet en gwer peurvuiañ ma lakaer died, pe evaj da evañ ouzh taol peurvuiañ.
Kemm a vez etre ar gwer hervez o stumm, o ment, o zevder, pe hervez pezh a lakaer e-barzh. Darn a zo hir ha moan, re all kofek, darn o devez un troad, re all n'o devez ket. Brasoc'h e vez ar gwer bier, bihanoc'h ar re ma lakaer gwin, ha bihanoc'h c'hoazh ar re ma lakaer diedoù kreñv peurvuiañ.
Taolenn |
[kemmañ] Gwer bier
Meur a seurt zo anezho ivez. Darn o devez un troad hag a zo kofek ha ledan. Kement-se a zo ivez hervez pegement a lakaer e-barzh: o, 25 pe 0,33 cl peurvuiañ. En ostalerioù e vez merket endalc'h ar gwer war ar bier alies.
Gwer brasoc'h, pintoù, zo e Breizh-Veur.
Met ouzhpenn gwer zo da evañ bier: listri metal ha pri zo ivez. E Breizh-Veur e vez graet tankard eus ul lestr gant un dorn, e pri, metal a-wechoù, e lêr pe koad zoken gwechall.
-
Un tankard zo ul lestr saoz, gant un dorn. Hemañ zo e koad, ha kavet eo bet war ar vag saoz Mary Rose, eus ar XVIvet kantved.
-
Ur stein, pe lestr bier, e pri-gwenn
-
Ur Maß alaman leun a Augustiner Bräu: ul litrad.
[kemmañ] Gwer gwin
[kemmañ] Gwer bihan
Ar gwer bihan a zo graet da servij hini kreñv ha da vuzuliañ. Darn a gred int gwer da lakaat banneoù da evañ en un taol, re all a dañva o banne abalamour ma kavont eo gwall vihan .
[kemmañ] Terriñ gwer
Ar c'hiz eo d'an dud, e broioù zo, da derriñ gwer goude evañ o gwerennad.
[kemmañ] Pennadoù kar
[kemmañ] Skeudennoù
-
Gwer Yec'hed Mat, embannet gant Sav-Heol.
-
Gwerennad kognag.
-
Gwerenn treset gant Aino Aalto
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Tud zo a zastum gwer bihan: http://www.shotglass.org/