Gwerc'hez ar C'herreg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwerc'hez ar C'herreg (Londrez)
Leonardo da Vinci Virgin of the Rocks (National Gallery London).jpg
Leonardo da Vinci, 1495-1508
Eoullivadur war goad
189.5 × 120 cm
National Gallery
Londrez
Gwerc'hez ar C'herreg (Pariz)
[[Skeudenn:|290px]]
Leonardo da Vinci, 1483-1486
Eoullivadur war goad
199 × 122 cm
Mirdi al Louvre
Pariz

Gwerc'hez ar C'herreg (pe Madonna ar C'herreg) eo an anv a vez graet eus div daolenn disheñvel, savet damheñvel avat, a zo bet graet, evit an darn vrasañ, gant Leonardo da Vinci.

An eil a c'haller gwelout el Louvre, e Pariz, eben en National Gallery, London.

An taolennoù[kemmañ]

Hini an National Gallery, e Londrez[kemmañ]

Gant ar vreudeur de Predis moarvat, eilerien gantañ, ez eus bet livet lodennoù eus an daolenn, a-raok 1508. Livet e oa evit chapel Kenvreuriezh ar Werc'hez Dinamm en iliz San Francesco Maggiore e Milano. Gwerzhet e voe gant an iliz, e 1781 moarvat, hag a-raok 1785 a dra sur, ha prenet gant Gavin Hamilton, ha kaset gantañ da Vro-Saoz. Goude meur a werzhidigezh all e voe prenet gant an National Gallery e 1880.[1]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. National Gallery Catalogues: Catalogue of the Earlier Italian Schools, Martin Davies, National Gallery Catalogues, London 1961, reprinted 1986, ISBN 0901791296

Liammoù[kemmañ]

  • Lec'hienn an National Gallery : [[1]]