Gwenodenn Arvor Kembre

Eus Wikipedia
Dibenn ar wenodenn, e Cas-gwent

Gwenodenn Arvor Kembre zo ur wenodenn hir a-hed arvor Kembre, abalamour d'an dud da c'hallout kerzhet a-hed an aod. En em astenn a ra a-hed 1 400 km, adalek Queensferry, war lez aber ar stêr Dyfrdwy, er biz, betek Cas-gwent er gevred[1] Digoret e oa bet ar wenodenn ent-ofisiel d'ar 5 a viz Mae 2012, met savet eo bet diwar unaniñ meur a wenodenn goshoc'h, evel Gwenodenn Arvor Enez Mon pe Gwenodenn Arvor Sir Benfro. Tremen a ra ar wenodenn dre zaou bark natur ha dre veur a dachad natur gwarezet all.[2].

Tremen a ra ar wenodenn tostañ ma c'haller d'an aod hervez lezenn en ur zerc'hel kont eus an dañjer pe eus perc'henniezh an douar[3].

Mont a ra 8 gwenodenn d'ober Gwenodenn Arvor Kembre :

  1. Gwenodenn Arvor Hanternoz Kembre : etre Queensferry ha Penmaenmawr
  2. Gwenodenn Arvor Enez Mon: etre Biwmares ha Niwbwrch
  3. Gwenodenn Arvor Llŷn: etre Bangor ha Aberdyfi
  4. Gwenodenn Arvor Ceredigion: etre Machynlleth hag Aberteifi
  5. Gwenodenn Arvor Sir Benfro: etre Abergwaun hag Amroth
  6. Gwenodenn Arvor Sir Gaerfyrddin: etre Pentwyn ha Llanelli
  7. Gwenodenn Arvor Ledenez Gŵyr ha Bae Abertawe: etre Casllwchwr ha Margam
  8. Gwenodenn Arvor Kreisteiz Kembre hag Aber Hafren: etre Y Barri ha Cas-gwent

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. firstnature.com - Countdown to the Wales Coast Path 10/07/2012.
  2. bbc.co.uk - Wales Coast Path officially opens with events in Cardiff, Aberystwyth and Flint 10/07/2012.
  3. Lec'hienn Cyngor Cefn Gwlad Cymru, 04/06/2013.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]