Gwennerc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar rouanez fallakr gant hec'h aval binimus.
Gwennerc'h hag ar chaseour
Ar priñs
Gwennerc'h en hec'h arched gwer.

Gwennerc'h (Schneewittchen en alamaneg) zo penntudenn ur gontadenn-bobl brudet en Europa, nemet eo brudetoc'h an doare alamanek dastumet hag adskrivet gant Jacob ha Wilhelm Grimm, anavezet evel ar vreudeur Grimm, en o levr kondadennoù embannet e 1812.

Un anv, div vojenn[kemmañ]

Arabat e vefe droukveskañ ar gontadenn-mañ gant unan all anvet Schneeweißchen und Rosenrot (Gwennerc'h ha Rozenn Ruz ) en dastumad ar vreudeur Grimm ivez. N'eo ket ar memes marvailh nag ar memes plac'h.
Disheñvel eo an anvioù alamanek ivez: Schneewittchen eo ar briñsez ha Schneeweißchen eo a zo gant Rosenrot. Heñvelster eo an daou anv, met rannyezhel eo an anv kentañ, eus Saks Izel, hag an anv all a zo en alamaneg unvan.

An anv[kemmañ]

  • En embannadur Gwenn-erc'h hag ar seizh Korrig, en dastumad Levrioù ar vugale gant Al Liamm e 1957 e oa Gwenn-erc'h. Marteze abalamour d'an droienn vrezhonek gwenn-erc'h, da lavarout eo gwenn evel an erc'h, hervez patrom an droienn pinvidik-mor.
  • En embannadur TES e 2010 eo skrivet Gwenn Erc'h, evel pa vije an anv-badez Gwenn hag an anv-tiegezh Erc'h.

Marteze e plij an anv-se ivez, pe an daou anv-se, abalamour ma heuliont patrom an anv gallek, Blanche Neige. Met doareoù all zo.

  • Tud zo a ra ivez gant Gwennerc'h (evel an anvioù Gwendal, Gwengalon).
  • Lod a ra gant Erc'h Gwenn, e doare naturel ar brezhoneg, evel ma lavarer eira gwyn e kembraeg, rak gourel eo eira kenkoulz hag erc'h, evel a weler en anv kanaouenn Tecwyn Ifan Gwaed Ar Yr Eira Gwyn ('Gwad war an erc'h gwenn'). Koulskoude eo Eira Wen eo anv ar plac'h e doare kembraek ar vojenn, evel en anv al levr Eira Wen a'r saith corrach. Ma rafemp e brezhoneg hervez an doare kembraek eta e lavarfemp Erc'h Wenn, ken plaen ha tra, mann nemet abalamour ma'z eo un anv-plac'h.

Ar vojenn[kemmañ]

Ur rouanez fall a oa savet gwarizi dezhi abalamour da goantiz he lezverc'h, lesanvet Gwennerc'h, ma c'houlennas digant ur chaseour lazhañ ar bugel ha degas dezhi he skevent hag hec'h avu. Kaset ar grennardezig d'ar c'hoad gant ar chaseour, met laosket eo gantañ da vont kuit. Reiñ a ra da grediñ d'al lezvamm fallakr en deus lazhet ar plac'h o tegas dezhi skevent hag avu ur pemoc'h-gouez.
Setu Gwennerc'h o kantreal er c'hoad. Kerzhout a ra ha degouezhout dirak un ti bihan. Ha hi e-barzh da ziskuizhañ. Ober a ra anaoudegezh gant ar seizh korrig, perc'henned an ti. Klask a ra ar rouanez fallakr lazhañ he lezverc'h dre deir gwech evit bezañ an hini vravañ adarre. Dont a ra a-benn gant un aval kontammet. Lakaet eo ar plac'h en un arched gwer gant ar gorriganed. Degouezhout a ra ur priñs ha sevel a ra ar plac'h a varv da vev. Dimeziñ a reont, pedet o al lezvamm fallakr d'o eured ha mervel a ra.

Mokennoù kar[kemmañ]

En italianeg: ar Pentamerone[kemmañ]

E levr ar skrivagner italianek Giambattista Basile, Lo cunto de li cunti, lesanvet Il Pentamerone, er XVIvet kantved, ez eus ur gontadenn a denn a-walc'h da istor Gwennerc'h, La schiavottella (ar sklavezig), istor ar plac'hig Lisa hag he c'hrib hud.

Doareoù ar yezhoù all[kemmañ]

Hervez renkadur Aarne-Thompson eo ur varvailh eus an doare 709.
Re all zo en doare-se, evel Bella Venezia, en Italia, dastumet gant Italo Calvino, Myrsina eus Gres, Nourie Hadig eus Armenia,...

Doareoù disheñvel[kemmañ]

E doare ar vreudeur Grimm ez eus anv eus ar melezour hud hag ar seizh korrig. Met anv ebet n'o devoa-int a-raok ar pezh c'hoari Snow White and the Seven Dwarfs c'hoariet e Broadway e 1912. Anvioù all avat a voe roet e film Disney, Snow White and the Seven Dwarfs e 1937.

Kompren[kemmañ]

Meur a zoare zo da gompren ar gontadenn Gwennerc'h:

Marvailh ar c'houlzoù-amzer[kemmañ]

Kaoz a vez alies eus an amzer, ma lavar lod eo unan eus kontadennoù ar c'houlzoù-amzer [1]. Ganet eo Gwennerc'h e-kerzh ur goañv kriz, ha poan he devo o chom bev betek an nevezamzer. Ar rouanez fallakr a vir outi a ziorren, evel ma vir ar goañv yen ouzh ar plant yaouank a ziwanañ.

Filmoù[kemmañ]

Kalzik a filmoù zo bet:

Sklaer eo e teu brud ar gontadenn, dreist marvailhoù all levr Grimm, eus film Walt Disney.

Levrlennadurezh[kemmañ]

Skeudennoù[kemmañ]

Embannadur islandek e 1852[kemmañ]

Tresadennoù Franz Jüttner, e 1905.[kemmañ]

Timbroù[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

  • (es) Blancanieves, skrid ar gontadenn e spagnoleg,
  • (es) Blancanieves, skrid ar gontadenn e spagnoleg, e Wikimammenn.
  • (en) Snow White, meur a skrid saoznek, e Wikimammenn
  • (fr) Blanche Neige, skrid ar gontadenn e galleg, e Wikimammenn.

Notennoù[kemmañ]

  1. Pierre Saintyves, Les Contes de Perrault, ISBN 2-221-05331-1, les contes d'origine saisonnière, pp.34-200