Gwener Arle
Eus Wikipedia
Venus d'Arles (Louvre)
Gwener Arle (Vénus d'Arles e galleg) a zo un delwenn vras, 1.94m a uhelder, pe roman pe hellazat, o skeudenniñ an doueez Afrodite (pe Gwener ar Romaned) hag a zo bremañ e mirdi al Louvre e Pariz.[1] E marmor Hymettus eo graet, ha savet e oa war-dro ar Iañ kantved kent JK.
Soñjal a reer e c'hall bezañ un eildelwenn da Afrodite Thespiae, oberenn Praksiteles, ha goulennet outañ gant he serc'h Frine.[2]
En Eil Kantved e voe graet meneg gant Pausanias eus ur strollad tri, Eros, Frine, hag Afrodite, e Thespiae e Boeotia, e-kreiz Hellaz .[3] Doare Praksiteles a vefe kavet e penn Afrodite, a denn kenañ da benn Afrodite Knidos, a zo diwar zorn Praksiteles hep ket a var.
Dizoloet e voe ar Gwener-se e meur a damm e c'hoariva roman Arle, e Provañs.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Theoi.com
- ↑ Adolf Furtwängler ( ''Meisterwerke der Griechischen Plastik (Berlin), 1893) an hini en deus graet anv eus un oberenn yaouankiz da Braksiteles.
- ↑ Pausanias, Description of Greece IX.27.5.
Delwenn gozh hervez Afrodite Arle (pe Gwener Arle): Kontet e vez eo bet graet gant Praksiteles, er IVvet kantved kent JK, diwar batrom e serc'h Frine. Ar groaz kristen hag an dremm difriet ha damzilagadet a zo freuz graet a-enep ar baganegezh goude trec'h ar gristeniezh..