Gwendolyn Graham ha Cathy Wood

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gwendolyn Graham (6 a viz Eost 1963) ha Cathy Wood (1962) a zo div lazherez a steudad stadunanat. Lazhet o deus pemp maouez kozh e Grand Rapids (Michigan) etre miz Genver ha miz C'hwevrer 1987. Mougañ a raent anezho. Holl o zorfedoù a rejont en Alpine Manor, un ti evit ar re gozh ma labourent evel klañvdiourezed. Meur a sizhunvezh a dremenas a-raok ma vefent paket gant ar polis, daoust m'o doa embannet o doa lazhet tud, met ne oant ket bet kredet. E-pad o frosez e voe dizoloet o doa lazhet abalamour d'o gwallsiegezh. E-pad o frosez ivez e lakaas Wood ar bec'h war Graham. Kondaonet e voe Graham hed he buhez, tra ma voe un digresk a 20 vloaz toull-bac'h evit Wood.