Guyenne
Guyenne (/ɡɥijɛn/ e galleg ha saozneg), pe Guiana (/ ɡiˈanɔ/ e gwaskoneg ) zo ur rannvro istorel dispis a-walc'h e mervent Bro-C'hall, tre e kornôg ar broioù okitanek. Alies e vez kaoz eus Proviñs Guyenne ha Gwaskogn.
[kemmañ] Orin
Dont a ra an anv Guyenne eus an anv okitanek Guiana, a deu eus ar ger latin Aquitania. Koulskoude int deuet da vout daou dra disheñvel. Hag ouzhpenn eo deuet Guyenne da vezañ kemesket gant Gwaskogn.
Kentañ gwech a gaver roud eus dugelezh Guyenne a oa e feuremglev Pariz e 1229 a lakaas fin d'ar Groaziadeg albizat, met marteze e voe krouet gant ar feuremglev en-eeun, ha Bourdel e oa ar gêrbenn anezhi . E 1561 e teuas Guyenne da vezañ ur broviñs, hag enni Bordelais, Bazadais, Limousin, Périgord, Quercy, Rouergue, Agenais, Saintonge, hag Angoumois. Diskaret e voe evel an holl broviñsoù gall gant an Dispac'h gall pa voe krouet an departamantoù gall e 1790.
[kemmañ] Guyenne en istor
Istor kozh Guyenne eo hini rouantelezh ha dugelezh Akitania.