Gurmukhī

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An doare-skrivañ gurmukhi (ਗੁਰਮੁਖੀ pe ਗੁਰਮੁੱਖੀ; RLVK: gurmukhī) a zo un abugida bet diorroet hag unvanet gant Gourou Angad Dev er XVIvet kantved diwar diazez ar skritur charadek (sharada) a-ratozh kaer evit skrivañ ar panjabeg (ਪੰਜਾਬੀ). Skrivet e c'hell bezañ ar pandjabeg (punjabi) oc'h implijout doareoù-skrivañ all, evel hini an arabeg (skritur chahmukhie) e Pakistan, met deuet eo da vezañ ar gurmukhi skritur sakr ar sikhed a orin panjabat dreist-holl.

Taolenn al lizherenn[kemmañ]

Er gurmukhi a-vremañ ez eus ur gensonenn ha daou-ugent (vianjan) nav sin evit ar vogalennoù (laga matra) daou sin evit diswel ar friadur(bindi ha tippi) hag ur sin a dalvez da diskwel e vez distaget div wech ur gensonenn (addak).

Ouzhpenn-se ez eus peder lizherenn gevrennek: tri stumm ispisial evit ar c'hensonennoù rara, haha ha vava hag un hanter-sin all evit yaiyya.

Anv Distag. Anv Distag. Anv Distag. Anv Distag. Anv Distag.
Ura Aira Iri Sussa Sa Haha Ha
Kakka Ka Khukha Kha Gugga Ga Ghugga Gha Ungga Nga
Chuchaa Ca Chhuchha Cha Jujja Ja Jhujja Jha Yanza Nya
Tainka Tta Thutha Ttha Dudda Dda Dhudda Ddha Nahnha Nna
Tutta Ta Thutha Tha Duda Da Dhuda Dha Nunna Na
Puppa Pa Phupha Pha Bubba Ba Bhubba Bha Mumma Ma
Yaiyya Ya Rara Ra Lulla La Vava Va Rahrha Rra

Ouzhpenn-se ez eus c'hwec'h kensonenn krouet dre lakaat ur pik (bindi) ouzh troad (pair) ul lizherenn diazez:

Anv Distag.
Shusha paireen bindi Sha
Khukha paireen bindi Khha
Gugga paireen bindi Ghha
Zuzza paireen bindi Za
Fuffa paireen bindi Fa
Lulla paireen bindi Lla

Nevez-krouet eo al lizherenn lulla paireen.

Vogalennoù[kemmañ]

Heñvel eo mont-en-dro abugida ar gurmukhi ouzh hini an devanagari dre ma teu kazi holl doareoù-skrivañ India diwar an hevelep mammenn, da lâret eo ar skritur bramek (brahmi).

Implijet e vez teir lizherenn diazez ispisial evit "dougen" sinoù ar vogalennoù evit ober dioute vogalennoù distag, da lâret eo pa c'hoarvezh ar vogalenn e penn ur silabennn hep kensonenn ebet: ura (ੳ), aira (ਅ) hag iri (ੲ).

Vogalenn Anv Distagadur (IPA)
Distag Stag Gant /k/ Lizherenn Unicode
(hini ebet) Mukta A [ə]
ਕਾ Kanna AA [ɑ]
ਿ ਕਿ Sihari I [ɪ]
ਕੀ Bihari II [i]
ਕੁ Onkar U [ʊ]
ਕੂ Dulankar UU [u]
ਕੇ Lavan EE [e]
ਕੈ Dulavan AI [ɛ]
ਕੋ Hora O [o]
ਕੌ Kanuara AU [ɔ]


Skouerioù gant vogalennoù[kemmañ]

Ger Treuzskrivadur Ster
ਆਲੂ ālū "aval-douar"
ਦਿਲ dil "kalon"

Halant[kemmañ]

Implijet e vez an halant (੍) evit treuzskrivañ gerioù o tont eus ar sañskriteg evit diskwel ez eo mut ar vogalenn el lizherenn silabennek diazez, da skwer:

ਕ – Ka
ਕ੍ – K

Sifroù[kemmañ]

Daoust ha ma'z eus sifroù hengounel evit ar gurmukhi e vez implijet aliesoc'h-aliesañ ar sifrou arabek:

0 - ੦
1 - ੧
2 - ੨
3 - ੩
4 - ੪
5 - ੫
6 - ੬
7 - ੭
8 - ੮
9 - ੯

Sinoù all[kemmañ]

Implijet e vez ar bindi (ਂ) hag antippi (ੰ) evit diskwel friadur ur vogalenn.

An arouez addak (ੱ) a dlavez da diskwel e vez distaget div wech ur gensonenn.

Visarg[kemmañ]

Ral a-wech e vez implijet ar visarg(ਃ). Talvezout a c'hell da diskwel ez eo bet diverret ur ger pe c'hoazh evit diswel e vez distaget un h da heul ar vogalenn evel er sañskriteg.

Ek Onkar[kemmañ]

Ek Onkar (ੴ) eo anv un arouez ispisial implijet gant ar sikhed hag a dalv kement hag ‘un doue’.


Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]

Deskiñ gurmukhi hag ar panjabeg