Gunthamund

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gunthamund(c. 450-496), roue ar Vandaled hag an Alaned, a oa trede roue rouantelezh ar Vandaled e Norzhafrika. Goude marve e eontr Huneric, a oa brudet fall tre, e renas hag evit an abeg-se en-doa ur ren eürus.

Eil mab Gento, mab Geiseric, diazezer ar rouantelezh. Evel ma oa bet marvet yaouank darn vrasañ kerent Geiseric e oa Gunthamund an ezel koshañ eus ar familh roueel pa varvas Huneric e 484. Hervez al lezennoù embannet gant e dad-kozh e voe lakaet da roue.

E-pad ren Gunthamund edo o vrezeliñ enebourien pouezusañ ar Vandaled, ar Vizigoted, an Ostrogoted hag Impalaeriezh Bizantion. Abalamour d'an dra-se e voe barrek ar Vandaled da chom e peoc'h daoust ma oa o galloud war ziskar. Paouez a ra ivez Gunthamund da heskinañ ar relijion gatolik, ar pezh a roas tro dezhañ da stabilaat ar rouantelezh ha da lakaat an armerzh da greskiñ adarre.

Yaouank e varvas Gunthamund, avat, ha war e lerc'h e teuas e vreur Thrasamund na voe ket ken efedus.

Titloù rieg
En e raok 
Huneric
Roue ar Vandaled
484496
War e lerc'h
Thrasamund