Guiche (toullgorfañ)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Brian Guiche by Tommy T.JPG

Un doare toullgorfañ war-c'horre eo ar guiche, ha gantañ e vez toullet ar perine.

Daoust ha ma c'hell bezañ kaset da benn gant maouezed e vez kavet kalz aliesoc'h gant paotred an doare toulladur-mañ.

Peurliesañ e vez lec'hiet ur guiche a-sonn war ar c'halc'h, met bez' e c'hell bezañ lec'hiet a-gostez ivez.

Bez' e c'heller ivez krouiñ ur skalier dre lakaat meur a c'h-guiche renk-ouzh-renk, alies evit kloaat ur skalier war ar frenom.

Abalamour ma vez toullet ar c'horf tost ouzh ar fraezh e ranker diwall mat d'e naetaat aketus e-pad ar mare-pareañ hag ivez da c'houde. Puerliesañ avat e paree buanig a-walc'h hep riskloù meur, daoust ha ma c'hell bezañ distaolet ar bravig gant ar c'horf ma vez lesket betek re pa'c'h eer en e goazez.

Bez' e c'hell ur guiche bezañ astennet evit gallout staliañ en toull ur riboul-kig ha staget e vez ivez a-wezhoù pouezioù ouzh ar bravig.

Evel meur a doullgorfeerzh all e veze graet gant paotred heñvelrevel da gentañ ha tud a blij dezhe ar sadomasocherezh, met deuet eo da vezañ boutinoc'h abaoe m'eo deuet an toullgorferezh da vezañ ur c'hiz e sevenadur ar C'hornôg adalel diwezh ar bloavezhioù 1980-deroù ar bloavezhioù 1990.

Istor[kemmañ]

Richard Simonton, anavezet ivez evel Doug Malloy, en deus skrivet ur brudskrid anvet Body & Genital Piercing in Brief[1] a zo bet eienenn ar mojennoù a-vremañ diwar benn an toullañ kroc'hen. Ar guiche, emezañ, a deufe eus Tahiti. D'ar vojenn-se, evel d'an darn vrasañ eus ar mojennoù diwar-benn an toullañ kroc'hen n'eus ket a wir ziazez istorel, rak n'eus ket a skridoù-diazez.


Fazi arroud : <ref> balizennoù zo, met n'eus bet kavet balizenn <references/> ebet