Guðbrandur Þorláksson

Eus Wikipedia
Guðbrandur Þorláksson

Guðbrandur Þorláksson (pe Gudbrandur Thorlaksson) (1541-1627) a oa matematikour, saver kartennoù hag eskob e Hólar, en Island.

Guðbrandur e voe troer kentañ ar Bibl en islandeg e 1584.

Mont a reas d’ober e studi da skol-veur Kopenhagen, ha goude-se e tistroas da Island da vezañ rener skol Skálholt, beleg e Breiðabólstaður hag eskob Hólar, diwezhatoc’h, betek e varv d’an 20 a viz Gouere 1627.

Skrivañ hag embann a reas 80 levr en islandeg, en o zouez an droidigezh kentañ eus ar Bibl en e bezh en islandeg ha Levr lezennoù Island. Brudet eo ivez abalamour ma savas ar gartenn vat kentañ eus Island, e 1590, ur gartenn hag a voe embannet en atlas ar Flandrezad Abraham Ortelius.

Ar gartenn-mañ eus Island a voe unan eus labourioù pouezusañ Guðbrandur Þorláksson

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]