Groove Boys

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Groove Boys
Brest2012 - Groove boys.JPG

Anv Flag of Brittany (Gwenn ha du).svg Breizh
Doare(où) Disco
Hengounel breizhat
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2002
Lec'hienn ofisiel grooveboys.biz

Groove Boys a zo anv ur strollad breizhat ennañ 14 pe 15 soner (6 bombard, 3 pe 4 binioù, ur saksofon, div drompilh, taboulinoù tredan hag ar groove box), krouet eo bet en hañvezh 2002. Meskañ a reont sonerezh ar bloavezhioù 1980 gant sonerezh Breizh (bombard ha binioù). Embannet o deus un albom live anvet C'est quoi ton machin ? gant 18 ton.

Kemeret o deus perzh e meur a abadenn, war Europe 2 gant Arthur, er skinwel war France 3 ha TV Breizh. Bet int en ur radio er Republik Tchek zoken. Sonet o deus e meur a festival bras ivez, e 2004 en Erer Kozh gant ar Fabulous Trobadors, e 2006 hag e 2007 e Festival des Terre Neuvas e Bowidel, e 2008 e Brest 2008 hag er Celtival du Don etzeterra, e 2009 en Emvod ar Gelted hag e Gouel Kan ar Vartoloded.

Pladennrolladur[kemmañ]

  • Groove noz 3, 4 zon a zo warni (Le Jerk, Gimme Gimme Gimme, Partenaire particulier, La soupe aux choux) hag ur video c'hlip ouzhpenn (Medley Boney M Megamix)
  • 2009 : C'est quoi ton machin ? , un albom live enrollet e-pad div abadenn (er Forest-Fouenant hag e Gwipavaz).

Liamm diavaez[kemmañ]

Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.