Mont d’an endalc’had

Grands Jours

Eus Wikipedia
Grands jours d'Auvergne d'ar 26 a viz Gwengolo 1665
Siell eus Saint-Mihiel (e norzh Bro-C'hall). Implijet e veze gant lez an devezhioù-meur a-raok ma vefe savet ur parlamant.

Ar Grands Jours ("Devezhioù Meur") a veze graet, e-pad ar Renad kozh, eus bodadegoù dreistordinal parlamantoù Rouantelezh Bro-C'hall, ouzhpenn d'ar bodadegoù boas. Ar bodadegoù dreistordinal-se a ranke bezañ dalc'het er-maez eus ar parlamant, en ur gêr etre, ha pell diouzh lec'hiadur ar parlamant (Gwened evit Breizh e-lec'h Roazhon). Ar pal a oa sikour ar justis da vezañ onest e-keñver ar glemmerien ha stourm a-enep an drougimplijoù, dreist-holl e-pad ar mareoù trubuilhet. E-kreiz ar XVvet kantved e oa bet staliet an devezhioù-se.

E penn an Devezhioù Meur e oa ur c'homiser roueel, hag evit reiñ harp dezhañ reizhaouerien a-vicher (kuzulierien Gwir, sekretourien, hag all). An holl anezho a zeue eus proviñsoù all estreget an hini ma veze dalc'het an emvod meur.

Ganto e veze roet ur gefridi roueel evit mont da varn en ur broviñs eus ar rouantelezh, pell eus pennlec'h politikel ha lezvarnel ar vro. Alies e veze implijet an doare-se d'ober er XVvet kantved hag er XVIvet kantved.

Un doare e oa da reiñ ar justis hag a veze kement hag un harp da gengorioù mistri ar rekedoù (maîtres de requêtes), ar re-se o vezañ kannaded a-eeun ar roue gall.

An Devezhioù Meur a oa ivez un doare da welet betek pelec'h ec'h ae eneberezh ur broviñs ouzh ar roue. Servij a rae ivez da furchal ha da welet e peseurt urzh e veze lakaet an torfedoù. Dre ar justis e veze sujet an tiriad d'ar roue gall.

E Breujoù Breizh e veze implijet an anv-se pa veze chikan etre roue Bro-C'hall hag an dug Frañsez II. Dug Breizh a rae Breujoù Breizh eus an aozadur padal e rae roue Bro-C'hall Grand Jours eus an aozadur evit diskouez e oa an dug suj dezhañ ha ne oa ket Breizh dizalc'h.

Breujoù Grands Jours Breizh, eus 1495 da 1554

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kadoridi gentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1495 Jean de Ganay (~1455-1512) Genidik eus Burgondia ; kañseller Bro-C'hall.
1528 Louis des Déserts Aotrou al lec'h-se e Loudieg, ha meur a lec'h all e Breizh.
1535 Guillaume Poyet (1473-1548) Genidik eus Anjev ; aotrou Bois-ès-Loup, e Kouenon ; kañseller Bro-C'hall e 1538.
1543 Jean Bertrand de Villelles (1482-1560) Genidik eus Tolosa ; Sieller Meur Bro-C'hall (1551-59) ; eskob Saint-Bertrand-de Comminges (1555-57) ha Sens (1557) kent bout anvet da gardinal gant ar pab Paol IV e 1557 ivez.
1495 Roland du Breil de Meillac († 1502) Aotrou e Melieg ha meur a lec'h all e Bro Sant-Maloù.
1508 Charles Guillard de la Falazière (1457-1537) Genidik eus Châtellerault ; aotrouniezh ebet dindan e anv e Breizh.
1513 Amaury de Quenech Quivilli Aotrou Botoha, Gourin, Plougernevel, Plounevez-Kintin, Gwenrann.
1513 Antoine Le Viste de Fresne (~1470-1534) A-orin eus Lyon, genidik eus Pariz ; aotrou Le Fresne; aotrouniezh ebet dindan e anv e Breizh.
1524 Gilles Le Rouge d'Encremer Aotrou Encremer e Plouigno hag e lec'hioù all e Bro-Dreger hag e Bro-Roazhon.
1538 François Crespin du Gast Genidik eus bro Anjev ; aotrou ar Gast ; kadoriad gant tog e 1556.
1550 Julien de Bourgneuf (1500-1558) Aotrou en Heizeg, Saozon, Gevrezeg ; kadoriad gant tog e 1554.
1495 Martin Ruzé de Beaulieu Genidik eus Teurgn ; aotrouniezh ebet dindan e anv e Breizh.
Charles du Hautbois (~1460-1513) Genidik eus Châtellerault ; familh aotrounez Buzuec, e Mellag ; eskob Tournai e 1510 ; kadoriad kentañ e skoazelloù Pariz e 1513.
Jean du Bouchet War varteze emeur etre div familh : unan genidik eus Maine, eben eus Pariz.
Jean de Calloët († 1505) Familh aotrounez Plouigno, Bodsorc'hel, Servel, Tregomar, Merleag, Plouared, Faoued, Plouha, Doloù ha Gwimaeg.
Jean Bohier (~1464-1512) Gennik eus Issoire ; abad Gweltaz-Lambrisig, ha Buzay goude.
Olivier Ferré Familh anavet e Taden, Sevinieg, Pluvaelgad.
Olivier Kerroudault Bez' ez eus ur familh Kerroudault, aotrounez al lec'h, e Gwiproñvaz ; Olivier n'eo ket meneget.
Geoffroy Kermagoer Meneg ebet gant Pol Potier de Courcy.
Guy 1er de l'Arbaleste Genidik eus kontelezh ar Gâtinais.
Guillaume de Besançon Genidik eus Maine ; aotrouniezh ebet meneget dindan e anv e Breizh.
Charles Guillard Kadoriad e 1508.
Jacques Daniel
Nicolas Racine Familh a-orin eus Galisson, e Domloup, beli Roazhon.
Rolland Scliçzon Familh anvet Clisson ivez ; aotrounez e Servel, Trebeurden, Taole, Priel, Brelevenez, Perwenan, Plougouskant, Goulien, Lanvodez, Alineg, Berc'hed, Orvez, Gored.
Rolland Gouëon Ur skourrig eus an tiegezh Gouyon-Matignon eo ar familzh Gouëon ; aotrounez e Plouvalae, Boursaout, Langaeg.
Alain le Forestier Aotrounez Boskazoù, Plerneg, Plerin, Tregenestr, Sant-Donan, Brehant-Monkontour, Peuñvrid, Morieg, Trezeniel, Pluveleg.
Amaury de Quenech Quivilli Kadoriad e 1513.
Alain de Quenquizou Aotrounez e Plouganoù ha Plouezoc'h.
Jean Briçonnet Genidik eus Touren ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh ; ar familh he deus roet eskibien Sant-Maloù, hag un abad Gweltaz-Lambrizig.
1498 Yves Braillon Genidik eus Pariz ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh;
Jean Brachet Genidik eus Orléans ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh.
François du Guermeur Aotrounez e Sant-Vig, Loperc'hed, Gouezeg, Kombrid, Kerfeunteun, Sant-Mikael Kemperle, Plonivel (hirie e Pornaleg).
Alain Marc'hec Aotrounez e Kastellaodren, Plagad, Gwimaeg, Sant-Albin Roazhon, Pazieg, Goven, ar Genkiz-Yuzhael.
1503 Vincent Mignot
Yves Mirlon
Christophe de Kerouzy Aotrounez e Priel, Tredarzeg.
1508 Guillaume Bigot Senesal Gwenrann ; ardamezioù diasur, abalamour ma'z eus meur a familh dindan an anv-se.
Jean Berthelot Eil kañseller ; beskañseller Breizh e 1512 ; ardamezioù diasur, abalamour ma'z eus meur a familh dindan an anv-se.
1510 François le Rouge Familh c'henidik eus Encremer e Plouigno, he deus roet meur a zen da Vreujoù Breizh.
1513 Pierre du Botdéru Aotrounez e Pluverin, Lannejen, Ploue, Boskazoù, Bubri, Plougouvelen, Mozhon
Rolland Pinart Aotrounez e Plouvagor, Lanloup, Plouha, Sant-Vaze-Montroulez, Lanneanoù, Bodsorc'hel.
François de Saint-André Genidik eus bro Lengadok ; kañseller ar roue Loeiz XII evit e zouaroù en Italia ; letanant Genova ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh.
1515 Gilles le Rouge Kadoriad e 1524.
1520 Guillaume le Duc Aotrou La Busnelaye ha La Moinerie, eskopti Sant-Maloù Provost Roazhon.
1523 Pierre Marc'hec Aotrou e Kastell-Aodren, Plouagad, Gwimaeg, Sant-Albinb Roazhon, Pazieg, Goven. Kuzulier ouzh Breujouù-Breizh e 1554.
1525 Charles le Frère Aotrou Bellisle (?) ; kuzulier ouz Breujoù-Breizh e 1554 ha kadoriad gant tog e 1558.
1530 Hervé Lyrot Familh genidik eus bro Anjev. Aotrouniezhoù e Sant-Sebastian ha Brenn.
François de Montholon Sieller Meur e 1542. François de Montholon (yezhoù arall)
1532 François Errault Familh genidik eus bro Anjev. François, kuzulier ouzh Breujoù Breizh eus 1532 da 1538. Kadoriad ouzh sened Torino ha sieller Meur Bro C'hall e 1543.
1533 Hamon Barbier Abad Sant-Vazhe
François Brûlon / Brullon / Bruslon Gwelout : Pierre Brûlon, kadoriad gant tog e 1568.
François Petau Genidik eus Orleañs, aotrou Dimancheville ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv-se e Breizh ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554
1535 Thibault de Longuejoue Genidik eus  ; aotrou Yverny ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv-se e Breizh ; dimezet gant Madeleine Briçonnet (ur familh tost da Vrejoù Breizh ha da eskibien Breizh).
Nicolas Quélin Genidik eus Pariz ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554.
1536 Pons Brandon Genidik eus Bourbonnais ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554.
Jean Glé Aotrounez e Plestan, Mederieg, Bruz, Gwizien, Begerel.
Louis du Groësquer Aotrounez e Pederneg, Boulvriag, Plegad-Gwernn, Plouganoù, Plouha, Vandel.
Robert du Hardaz Genidik eus bro Maen ; aotrounez ivez e Mezeg ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554.
Jean Hay Skourr Gwerc'h-Breizh.
1537 Bertrand Glé (Gwelit amañ uheloc'h)
Julien Godelin Kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554.
Henry du Quélennec Skourr Avaugour.
Jean de Plédran Beskont al lec'h hag aotrou en Ilfinieg ; kadoriad ouzh kontoù Breujoù Breizh e 1537.
1538 Jacques de Chateautro Aotrou e Gwiler-Porc'hoed, Hae-Foazer, Lavreer-Botorel, Menieg.
Mathurin Glé (Gwelit amañ uheloc'h)
François de Kermenguy Aotrou e Gregam, Sant-Sebastian, Pierig, Penc'herieg, Kornilieg, Tourc'heg ; alloué Naoned
Guillaume de Lignères (†1557) Abad Sant-Albin ar C'hoadoù ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1544.
Jean des Loges Aotrou e Magoer hag e Gwern-ar-Sec'h.
1540 François Calon Aotrou meur a lec'h e Gwenrann ; kadoriad gant tog e 1556.
Etienne de Rosmadec Aotrounez e Kernevel, Rosporden, Servel, Teiz, Belz, hag all ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554.
Olivier Richard (†1539) Aotrou e Treglonoù, Plouider, Plouvien.
Antoine de Lyon Genidik eus Bro Champagn ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv-se e Breizh.
1543 Miles Perrot Genidik eus Pariz ; aotrou Malmaison ; kuzulier ouzh Breujoù Pariz e 1554.
Rolland Pinart Aotrounez e Plouvagor, Sant-Loup, Plouha, hag all.
Bernard Le Prévost Genidik eus Pariz ; aotrou Sant-Cyr ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv-se e Breizh.
1546 René du Han Aotroù e Mousterel-ar-Gwast, Marc'helleg-Raoul, hag all.
1550 Michel le Duc Familh diasur
Julien le Duc Aotrou la Busnelaye ha la Moinerie, eskopti Sant-Maloù.

Alvokaded jeneral

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1539 Gilles le Maistre Genidik eus Pariz ; aotrou Cincehour, Monthelon e-kichen Montlhéry ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv-se e Breizh.
1543 Jean le Prévost (Gwelout Bernard Le Prévost amañ uheloc'h)

Prokulored jeneral

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1495 Hervé de Penancoët Chefdubois e gallek ; aotrounez e Lokournan, Gwiler, Plouzeniel, Pont-n-Abad, Plouarzhel, Plouvien.
1513 Guillaume Gedouin Aotrounez e Sant-Yann-ar-C'houesnon, Ivinieg, Dovanieg, Lanvezhon, Kantlou, Herzieg.
1536 Jean du Han (Gwelout Breujoù Breizh e 1554)
1495 Olivier Barrault Genidig eus bro Anjev ; teñzorer ivez ; aotrou La Chauvinière, Les Essarts, La Thibaudière ; Maer Angers eus 1497 da 1505.
1533 Pierre le Forestier (Gwelit 1543)
1539 Charles Faisant (Gwelit 1696)
1543 Mathurin le Forestier
1550 Gilles Julienne Aotrou e Brezhiel, Landujan, Kavan, Moigné, Irodouer, Kerzhin, Ilfentig.

Paeerien gouestloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1495 Philippe Bertaud Keloù ebet evit ar poent.
1495 Bernard Vérus Keloù ebet evit ar poent.
Louis Bourgeois Aotrou e Bei, Redene, Sine.
Jean du Quélennec Familh diasur.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) J. de La Martinière : Le Parlement sous les rois de France – 1491-1554, Annales de Bretagne, 1924, niv. 396-2, pp. 270–298 — Lenn en-linenn
  • (fr) Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]