Grace O'Malley

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Grace O'Malley (tro 1530 - tro 1603) pe Gráinne Ni Mháille e gouezeleg Iwerzhon, lesanvet Granuaile pe c’hoazh Gráinne Mhaol, a oa ur vorlaerez.

Ganet e voe en Iwerzhon tro 1530 ha buan e voe dennet gant bed ar mor ha hini ar bagoù. Tro 1546 e timezas gant Donal O'Flaherty, tri bugel a voe ganet : Owen, Margaret ha Murrough. Pa varvas he gwaz e tifennas hag ec’h adperc’ehnnas e gastelloù : tamm-ha-tamm e renas war Clew Bay. En sell da greñvaat he beli war ar bae e timezas (ha goude-se e tispartijont) gant Richard Burke. A-drugarez d’an disparti e tapas kaout kastell Rockfleet. He finvidigezhioù a implijas evit kenwerzhañ ha dont da vezañ ur vorlaerez. Bac’het e voe abalamour da se, met dieubet e voe (ne ouezer ket penaos na perak). E 1593 e voe prizoniet he daou vab hag ur breur dezhi gant un denjentil saoz hag ez eas-hi betek Bro-Saoz hag e c’houlennas gant Elizabeth I ma vefent dieubet. Dieubet e voent, ha pa zistroas d'he bro e kendalc’has gant ar mor-laerezh, o tagañ bagoù enebourien Bro-Saoz.

Mervel a reas e Rockfleet tro 1603.