Dek Gourc'hemenn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gourc'hemennoù Doue)
Mont da : merdeiñ, klask
Moizez hag an Dek Gourc'hemenn
Rembrandt van Rijn, 1659

An Dek Gourc'hemenn (hebraeg עֲשֶׂרֶת הַדִּבְּרוֹת , asereth ha-dibroth, "an Dek Komz") zo ul listennad urzhioù a zo e Testamant Kozh ar Bibl, levr nevet ar Yuzevien hag ar Gristenien.
Hervez an hengoun e vijent bet degemeret gant Moizez war Menez Sinai.

Gourc'hemennoù Doue a reer anezho ivez er skridoù brezhonek.[1].

Listenn an Dek Gourc'hemenn[kemmañ]

Er Bibl[kemmañ]

Setu amañ ur berradur eus an dek gourc'hemenn evel m'emaint er Bibl (Ermaeziadeg XX,3-17 hag Adlezenn V,7-18).[2][3]
(Un droidigezh eeun diwar meur a yezh — war-bouez an henyezh orin — eo kement-mañ.)


1

Ne 'z po doueed all ebet e-tal din

2

Ne ri skeudenn ebet
a-benn he azeuliñ hag he servijout

3

Ne doui ket anv da Zoue en aner

4

Dalc'h soñj eus devezh ar Sabad,
ma ne labouri ket

5

Enor da dad ha da vamm

6

Ne lazhi ket

7

Ne avoultri ket

8

Ne laeri ket

9

Ne ri falstesteni ebet
enep da nesañ

10

Na c'hoanti na ti na gwreg da nesañ,
na tra pe dra a zo dezhañ

El Levr a gelennadurez kristen[kemmañ]

E brezhoneg e oa bet lakaet ar gourc'hemennoù-se e stumm divwerzennoù evit aesaat an deskiñ d'ar vugale a ranke gouzout anezho dre an eñvor evit gallout ober o fask kentañ.
El Levr a gelennadurez kristen (Kemper- Brest 1932) e kaver skrid ar gourc'hemennoù-se, pajenn 117.


1

Un doue hepken a adori
Ha dreist pep tra a gari

2

Hep kaoz e anv ne doui ket
Nag ivez netra all ebet

3

Miret a ri an holl sulioù
Gant euvroù mat ha pedennoù

4

Da dad, da vamm, a enori
Ha da vuhez a astenni

5

Ha mir ne lazhi den ebet
Nag a galon nag a efed

6

Lubrik mir na vezi nepred
Dindan boan da vezaén daonet

7

En em ziwall diouzh laeroñsi
Na domach da hentez ne ri

8

Na gevier na falstesteni
Mir birviken ne liviri

9

Madoù re all na zezir ket
evit o c'haout hep gwir ebet

10

Na c'hoanta dre luksur pec'hiñ
Nag e soñj vil n'en em bliji.

  • Merzet e vo eo disheñvel urzh ar gourc'hemmennoù-se diouzh hini ar Bibl : ar pempvet a zo amañ eo ar c'hwec'hvet er Bibl, hag ar c'hwec'hvet ivez e kelc'hlizher ar pab Yann-Baol II Evangelium Vitæ, § 53.

Gourc'hemennoù an Iliz[kemmañ]

Arabat eo droukveskañ gant Gourc'hemennoù an Iliz, a zo c'hwec'h anezho.

Notennoù[kemmañ]

  1. Geriadur Istorel ar Brezhoneg Roparz Hemon
  2. La Sainte Bible, troet gant A. Crampon, Société S. Jean l'Évangéliste, Desclée & Cie, Tournai, 1904 (fr)
  3. La Bible, Segond 21, Société biblique de Genève, Genève, 2007 ISBN 978-2-608-12301-5 (fr)