Gouel Maria ar Gouloù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

Gouel Maria ar Gouloù pe Gouel ar Mabig Jezuz pe Gouel Maria C'hwevrer pe ar Chandelour, zo ur gouel katolik en enor da Jezuz Krist ha d'ar Werc'hez Vari hag a vez lidet d'an 2 a viz C'hwevrer .

Testamant Nevez[kemmañ]

E-touez ar Yuzevien, hervez al Lezenn, ar gwragez a lake ur c'hrouadur er bed a chome ur pennad hep mont eus o zi, ha d'an daou-ugentvet devezh, e tleent mont d'an Templ ha lakaat etre daouarn ar beleg div durzhunell pe un oan, da ginnig, en prof, d'an Aotrou Doue[1].

Aozet eo ar gouel kristen da enoriñ an deiz ma'z eas an Tiegezh Santel da ginnig ar Mabig Jezuz d'an templ da Jeruzalem, hervez ma'z eo meneget en Aviel sant Lukaz (Luk 2,2). Ar C'hozhiad Simeon a anavez Jezuz evel ar Mesiaz, ar gouloù e-kreiz noz-du restad Israel bet chomet feal da bromesaoù an Testamant Kozh. Diwar neuze e c'helle mervel hervezañ : "Bremañ o Mestr e c'hellit lezel ho servijer, Hervez ho c'hoant da vervel e peoc'h, rak gwelet o deus va daoulagad ho Silvidigezh, an Hini a zeu da salviñ e Bobl. Gouloù da sklerijennañ ar broadoù, ha Klod evit e Bobl Israel"


Lidoù[kemmañ]

Kantik Simeon a vez kanet e-pad pedenn diwezhañ an noz a-raok mont da gousket er c'homplidoù a zo diazezet war ginnig ar Mabig Jezuz en Templ.

Prederiet e vez war ar c'hinnig-mañ gant ar Misterioù Joaius.

Diskouezadeg[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Buhez ar Sent